Mont d’an endalc’had

.500 S&W Magnum

Eus Wikipedia
.500 S&W Magnum

Ur gartouchenn .500 S&W Magnum
Doare
Doare douilhez damvourled, eeun
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Krouer Smith & Wesson
Bloavezh krouidigezh 2003
Muzulioù
Ø bannadell 12,7 mm
Ø kolier 13,4 mm
Ø korf an douilhez 13,4 mm
Ø strad 14,1 mm
Tevder ar strad 1,4 mm
Hirder an douilhez 41,3 mm
Hirder ar gartouchenn 58 mm
Pouez ha perzhioù all
Pouez ar vannadell 19 - 45 g
Tizh ar boled V0 370 - 632 m/s
Energiezh 3.034 - 3.888 J
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 4.100 bar
Emors LR (LP da gentañ)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar .500 Smith & Wesson Magnum zo ur gartouchenn skoet en he c'hreiz, bet ijinet gant an embregerezh stadunanat Cor-Bon, diwar atiz Smith & Wesson. Kinniget e voe e 2003 asambles gant ar revolver Smith & Wesson Model 500 kambret eviti[1].

Ar munision armoù-dorn galloudusañ e oa pa voe lakaet er gouloù, peder gwech brasoc'h e energiezh e beg ar c'hanol evit ar .44 Magnum da skouer. Abalamour d'e c'halloud ha da bouez an armoù kambret evitañ eo diaes d'an nerzhioù surentez pe d'an dennerien sport ober gantañ. Implijet e vez en Alaska evit talañ ouzh an arzhed[2], pe gant chaseourien loened bras en Afrika[1].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1 2 (en) CAMPBELL Dave, The Smith & Wesson .500 Magnum: History And Performance, American Rifleman, 17/02/2022 (lennet d'an 12/12/2025)
  2. ↑ (es) .500 Smith & Wesson Magnum Revolver, Municion.org (lennet d'an 12/12/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan