Mont d’an endalc’had

.460 S&W Magnum

Eus Wikipedia
.460 S&W Magnum


A gleiz da zehoù : kartouchennoù .22 Long Rifle, .460 S&W Magnum ha .357 Magnum
Doare
Doare korf an douilhez bourled, eeun
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Produer orin Smith & Wesson / Hornady
Mare produiñ Abaoe 2005
Muzulioù
Ø bannadell 11,5 mm
Ø kolier 12,1 mm
Ø korf an douilhez 12,1 mm
Ø strad 13,2 mm
Tevder ar strad 1,5 mm
Hirder an douilhez 46 mm
Hirder ar gartouchenn 58,4 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 13 - 23 g
Tizh mont e-maez V0 465 - 700 m/s
Energiezh ar vannadell 2.770 - 3.190 J
Emors LR
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar .460 S&W Magnum zo ur munision armoù-dorn graet gant an embregerezhioù stadunanat Smith & Wesson ha Hornady. O fal e oa sevel ur gartouchenn galloudus-kenañ, hag a c'halle bezañ tennet en ur revolver evit chaseal pe gellet en em zifenn a-enep loened bras a-bell, e Norzhamerika hag e Afrika. Un douilhez eeun dezhi ur bourled he deus. Deveret eo eus ar .454 Casull. Tizh mont er-maez he boled (betek 700 m/s) eo an hini uhelañ a gaver war ar marc'had e-touez ar munisionoù armoù-dorn[1].

Ar revolver Smith & Wesson Model 460 e voe an arm kentañ kambret evitañ. Un nebeud armoù all, evel ar fuzuilh Big Horn Armory Model 90 hag an Thompson/Center Encore, a c'hall tennañ anezhañ[2].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Histoire – Les armes puissantes de Smith & Wesson, Musée Canadien de l'Arme et du Bronze, 05/05/2021 (lennet d'ar 06/01/2026)
  2. (en) HOOVER Jeff, The Nifty .460 S&W Magnum, Guns Magazine, 2021 (lennet d'ar 06/01/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan