.454 Casull
| .454 Casull | |
|---|---|
Ur gartouchenn .454 Casull FMJ | |
| Kinnig | |
| Doare douilhez | bourled, eeun |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Krouerien | Dick Casull, Duane Marsh, Jack Fullmer |
| Bloavezh krouidigezh | 1957 |
| Mare produiñ | Abaoe 1997 |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 11,49 mm |
| Ø trogleuziñ | 11,2 mm |
| Ø kolier | 12,12 mm |
| Ø korf an douilhez | 12,13 mm |
| Ø strad | 13,10 mm |
| Tevder ar strad | 1,52 mm |
| Hirder an douilhez | 35,5 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 44,83 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 16 - 26 g |
| Tizh ar boled V0 | 430 - 580 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 2.360 - 2.607 J |
| Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 4.500 bar |
| Emors | SR |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar .454 Casull zo ur gartouchenn deveret eus ar .45 Colt. Krouet e voe e 1957 gant an armeurer stadunanat Dick Casull. E bal e oa krouiñ ur munision arm-dorn, dezhañ ur c'halibr .45 e stumm magnum, gouest da gas ur boled 15 gram da 1 800 troatad (450 metr) dre segondenn, evit gellet chaseal bronneged bras Norzhamerika pe en em zifenn a-enep arzhed da skouer. Evit en ober e hiraas ur gartouchenn .45 Long Colt eus 2,49 mm[1].
Ne oa arm ebet gouest da anduriñ gwask gazoù ar gartouchenn-mañ ; Casull a savas neuze e-unan taboulinoù kambret evit ar munision, ha sevel a rae anezhe war revolverioù Ruger[2]. Gwerzhet e voe ar .454 Casull adalek 1997 hepken, pa voe anavezet gant ar SAAMI[3].
Ur revolver kambret e .454 Casull a c'hall kambriñ kartouchennoù .45 Schofield ha .45 Colt, met n'eo ket gwir ar c'hontrol. Revolverioù kambret e .460 Smith & Wesson Magnum a c'hall tennañ munisionoù .454 Casull. Rouez eo an armoù kambret e .454 Casull : ouzhpenn ar Freedom Arms Model 83 krouet gant Dick Casull e-unan e 1983[3], gellet a raer menegiñ ar Ruger Super Redhawk hag an Taurus Raging Bull.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) MALFATTI René, Manuel de Rechargement N°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, p. 262
- ↑ (es) .454 Casull, Municion.org (lennet d'ar 27/10/2025)
- 1 2 (en) JONES Allan, The Fascinating .454 Casull, Shooting Times, 28/03/2018 (lennet d'ar 27/10/2025)