Mont d’an endalc’had

.41 Magnum

Eus Wikipedia
.41 Magnum


Ur gartouchenn .41 Magnum
Perzhioù
Doare korf an douilhez bourled, eeun
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Krouer Remington
Bloavezh krouidigezh 1964
Muzulioù
Ø bannadell 10,4 mm
Ø kolier 11 mm
Ø korf an douilhez 11 mm
Ø strad 12,5 mm
Tevder ar strad 1,5 mm
Hirder an douilhez 32,8 mm
Hirder ar gartouchenn 40,4 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 11 - 17 g
Tizh ar boled V0 380 - 480 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 3 000 bar
Energiezh ar vannadell 832 - 1 539 J
Emors LP
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An .41 Magnum, anvet .41 Remington Magnum, ha 10,4 × 33 mm R (e anv metrek) ivez, zo ur munision armoù-dorn krouet e 1964 gant an embregerezh stadunanat Remington evit ar revolver Smith & Wesson Model 57. Pal Remington e oa kinnig ur gartouchenn dezhi ur galloud etre reoù an .357 Magnum hag ar .44 Magnum[1][2]. Ne reas ket berzh war marc'had ar munisionoù, met poblek eo c'hoazh e-mesk ar chaseourien gant armoù-dorn er Stadoù-Unanet[3][4].

E-touez an nebeud armoù kambret e .41 Remington Magnum emañ ar Smith & Wesson Model 57 ha 58, Astra Model 41, Desert Eagle, Ruger Redhawk, Ruger Blackhawk, pe ar garabinenn Marlin Model 1894.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) MALFATTI René, Manuel de Rechargement N°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, p. 243
  2. (fr) .41 Remington Magnum war Arme et Passion (lennet d'an 08/05/2025)
  3. (en) HAWKS Chuck, The .41 Remington Magnum (lennet d'an 08/05/2025)
  4. (en) PRITCHETT Neal, S&W Model 57, Not Purfect (lennet d'an 08/05/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan