.41 Action Express
| .41 Action Express | |
|---|---|
Kartouchennoù .41 AE (a-gleiz) ha 9 mm Parabellum (a-zehou) | |
| Doare | |
| Doare douilhez | kreuzenn, eeun, strad strishaet |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Krouer | Evan Whildin |
| Bloavezh krouidigezh | 1986 |
| Produer | Action Arms |
| Mare produiñ | 1986-2005 |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 10,4 mm (.410) |
| Ø kolier | 11 mm |
| Ø korf an douilhez | 11 mm |
| Ø strad | 10 mm |
| Tevder ar strad | 1,1 mm |
| Hirder an douilhez | 22 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 30 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 11 - 14 g |
| Tizh o vont e-maez V0 | 243 - 290 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 401 - 453 J |
| Emors | SP |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
An .41 Action Express, pe .41 AE, zo ur gartouchenn armoù-dorn ijinet e 1986 gant Evan Whildin[1], besprezidant an embregerezh stadunanat Action Arms. E bal e oa sevel ur munision heñvel e berzhioù bannouriezh ouzh reoù un .41 Magnum, met hep bourled evit bezañ implijet aesoc'h er pistolennoù damaotomatek. Abalamour da strad strishaet an .41 AE, ne oa ket diaes treuzfurmiñ un arm e 9 mm Parabellum er c'halibr-mañ, en ur cheñch e ganol, e garger hag ur winterell-daspunerez hepken.
Sañset e oa ar gartouchenn bezañ implijet er c'harabinennoù hag er pistolennoù-mindrailher produet gant IMI en Israel, hag er bistolenn AT-84 produet e Suis gant ITM[2]. Muioc'h a verzh a reas an .40 S&W lakaet war ar marc'had un nebeud bloavezhioù war-lerc'h, ha mont a reas da get implij an .41 AE tamm-ha-tamm, betek ma vije ehanet e broduiñ e kreiz ar bloavezhioù 2000.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (es) .41 Action Express, Municion.org (lennet d'ar 05/05/2025)
- ↑ (fr) 41 Action Express, Arme et Passion (lennet d'ar 05/05/2025)