Mont d’an endalc’had

.38 Long Colt

Eus Wikipedia
.38 Long Colt
Skeudenn ar pennad .38 Long Colt

Ur gartouchenn .38 Long Colt
Doare
Doare korf an douilhez bourled, eeun
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 9 mm
Ø kolier 9,7 mm
Ø korf an douilhez 9,7 mm
Ø strad 11,3 mm
Tevder ar strad 1,5 mm
Hirder an douilhez 26,2 mm
Hirder ar gartouchenn 34,54 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 8 - 10 g
Tizh mont e-maez V0 235 m/s
Energiezh ar vannadell 224 - 273 J
Emors SP
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An .38 Long Colt zo ur munision armoù-dorn produet adalek 1875 gant an embregerezh stadunanat Colt, ha choazet e 1892 gant an U.S. Army evit he revolverioù Colt M1892. Karget e oa gant poultr du da gentañ, met ar stumm ennañ poultr divoged a voe produet adalek dibenn 1900. An .38 Long Colt ne oa ket ur gartouchenn uhel he galloud nag he c'halibr. Hec'h implij ne savas ket kudennoù e-pad brezel 1898 a-enep Spagn, met da vare ar brezel a-enep Filipinez (1899-1902) hag emsavadeg ar Moroed a zeuas war-lerc'h (1902-1913) e talas ar Stadunaniz ouzh stourmerien juramentado kustumet da gas argadennoù emlazh. Re wan e oa galloud-herzel an .38 Long Colt evit herzel anezhe prim, ha fellet a reas d'ar soudarded distreiñ d'ur c'halibr uheloc'h[1]. Dilezet e voe en arme stadunanat en ur mod ofisiel e 1909 evit ar .45 Colt implijet er revolver Colt M1909, hag evit ar .45 ACP daou vloaz war-lerc'h er bistolenn Colt M1911[2].

Ur c'halibr diamzeriet eo an .38 Long Colt hiziv-an-deiz. E 1902 e krogas an embregerezh Smith & Wesson da werzhañ an .38 Special, ur gartouchenn deveret anezhañ. Unan eus ar munisionoù implijetañ er revolverioù eo c'hoazh hiziv-a-deiz[3].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (es) .38 Long Colt DA Inside lubricated, Municion.org (lennet d'ar 27/01/2025)
  2. (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 169
  3. (fr) CARANTA R., La .38 Special, reine de la précision depuis 1902, Cibles, HS n°14, miz Here 2008
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan