Mont d’an endalc’had

.351 Winchester Self-Loading

Eus Wikipedia
.351 Winchester Self-Loading


A gleiz da zehou : kartouchennoù .35 Winchester Self-Loading, .351 Winchester Self-Loading, ha .45 ACP
Perzhioù
Doare korf an douilhez kreuzenn, bourled, eeun
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Bloavezh krouidigezh 1906
Saver Winchester
Muzulioù
Ø bannadell 8,9 mm
Ø kolier 9,5 mm
Ø skoaz 9,6 mm
Ø korf an douilhez 9,7 mm
Ø strad 10,3 mm
Tevder ar strad 1,3 mm
Hirder an douilhez 34,9 mm
Hirder ar gartouchenn 48,4 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 12 g
Tizh ar boled V0 570 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 2.700 bar
Energiezh ar vannadell 1.900 J
Emors SR
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An .351 Winchester Self-Loading, anvet .351 WSL ivez, zo ur munision armoù-skoaz krouet e 1906 gant an embregerezh stadunanat Winchester, hag implijet er garabinenn damaotomatek Winchester Model 1907. Ur stumm hiraet eus ar gartouchenn .35 WSL e oa, soñjet evit ar chaseourien da gentañ. He c'hreuzenn a sikoure an douilhez da vezañ tennet kuit diouzh ar gambr goude an tenn. A-benn ar fin e voe implijet kalzig gant ar polis er Stadoù-Unanet[1], ha gant aerlu Bro-C'hall er Brezel-bed Kentañ[2][3] evit pourveziañ al levierien pe an eil bourzhiad gant un arm galloudus, dezhañ ul lusk-tennañ uheloc'h evit hini ur fuzuilh standart evel al Lebel pe ar Berthier.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (es) .351 Winchester Semi-rimmed Self-loading, Municion.org (lennet d'an 28/10/2025)
  2. (fr) MALFATTI René, Manuel de Rechargement N°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, p. 169
  3. (fr) .351 Winchester, Arme et Passion (lennet d'an 28/10/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan