Mont d’an endalc’had

.32 S&W Long

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant .32 S&W.
.32 S&W Long
Skeudenn ar pennad .32 S&W Long
A gleiz da zehou : kartouchennoù .32 S&W Long, .32 H&R Magnum ha 7,62 × 38 mm R
Doare
Doare douilhez bourled, eeun
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Krouer Smith & Wesson
Bloavezh krouidigezh 1896
Muzulioù
Ø bannadell 7,9 mm
Ø kolier 8,6 mm
Ø korf an douilhez 8,6 mm
Ø strad 9,5 mm
Tevder ar strad 1,4 mm
Hirder an douilhez 23,4 mm
Hirder ar gartouchenn 32,5 mm
Pouez ha perzhioù all
Pouez ar vannadell 5,5 - 6,3 g
Tizh o vont e-maez V0 219 - 233 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 1.000 bar
Emors SP
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An .32 Smith & Wesson Long, anvet peurliesañ .32 S&W Long, bet anvet ivez .32 Colt New Police gant an embregerezh Colt, zo ur gartouchenn armoù-dorn skoet en he c'hreiz, dezhi ur bourled, ijinet e 1896 gant an embregerezh stadunanat Smith & Wesson[1]. Ur munision deveret eus an .32 S&W eo, savet evit bezañ galloudusoc'h abalamour d'e gargad poultr uheloc'h. An arm kentañ kambret eviti e voe ar revolver Smith & Wesson Hand Ejector e 1903[2].

An .32 S&W Long zo bet dilezet gant an nebeud servijoù polis a rae ganti, met abalamour d'he ferzhioù bannouriezh mat e vez implijet c'hoazh er c'henstrivadegoù tennañ, gant boledoù wad cutter dreist-holl[2]. Produet e vez gant un dornad embregerezhioù evel Sellier & Bellot, Magtech, Fiocchi pe Geco.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 309
  2. 2,0 ha2,1 (es) .32 Smith & Wesson Long, Municion.org (lennet d'an 02/05/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan