.32 S&W
| .32 S&W | |
|---|---|
Ur gartouchenn .32 S&W (e-kreiz) hag he douilhez (a-gleiz) | |
| Doare | |
| Doare douilhez | bourled, eeun |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Krouer | Smith & Wesson |
| Bloavezh krouidigezh | 1878 |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 7,9 mm |
| Ø kolier | 8,5 mm |
| Ø korf an douilhez | 8,5 mm |
| Ø strad | 9,5 mm |
| Tevder ar strad | 1,1 mm |
| Hirder an douilhez | 15 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 23 mm |
| Pouez ha perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 5,5 - 6,3 g |
| Tizh ar boled V0 | 210 - 215 m/s |
| Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 830 bar |
| Emors | SP |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
An .32 Smith & Wesson, anvet a-wechoù .32 S&W Short ("berr") evit disheñvelaat anezhi diouzh an .32 S&W deveret anezhi, zo ur gartouchenn armoù-dorn, dezhi ur bourled, ijinet gant an embregerezh stadunanat Smith & Wesson e 1878, evit e rummad revolverioù godell Smith & Wesson Safety Hammerless[1]. Berzh a reas ar munision abalamour da vent vihan an armoù kambret evitañ da gentañ, ha d'e c'halloud un tammig uheloc'h evit hini an .32 ACP war-lerc'h[2].
Munisionoù .32 S&W enne poultr du, er stumm orin, a voe produet betek ar bloavezhioù 1940[2]. Kalz revolverioù disheñvel kambret e .32 S&W a voe ijinet, en o zouez reoù gant Harrington & Richardson, Iver Johnson ha Webley & Scott. E atalieroù Liège pe Euskadi e voe produet armoù bihan kambret evit ar c'halibr-mañ ivez, izeloc'h o c'halite peurliesañ[3]. An .32 S&W a gaver c'hoazh e katalogoù embregerezhioù evel Fiocchi pe Sellier & Bellot, gant poultr divoged bremañ.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) MALFATTI René, Manuel de Rechargement N°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, p. 205
- 1 2 (es) .32 Smith & Wesson Short case, Municion.org (lennet d'ar 25/05/2025)
- ↑ (fr) .32 S & W court, Arme et Passion (lennet d'ar 25/05/2025)