Mont d’an endalc’had

.32-20 Winchester

Eus Wikipedia
.32-20 Winchester
Skeudenn ar pennad .44-40 Winchester

Kartouchennoù .32-20 Winchester (a-gleiz) ha .32 ACP (a-zehou)
Doare
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Mare implij Abaoe 1882
Doare douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Muzulioù
Ø bannadell 7,94 mm
Ø trogleuziñ 7,75 mm
Ø kolier 8,3 mm
Ø skoaz 8,7 mm
Ø korf an douilhez 9 mm
Ø strad 10,4 mm
Tevder ar strad 1,7 mm
Hirder an douilhez 33,4 mm
Hirder ar gartouchenn 40,4 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell Etre 6 ha 7 g
Tizh o vont e-maez V0 Etre 270 ha 370 m/s
Energiezh ar vannadell Etre 281 ha 441 J
Emors SR
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An .32-20 Winchester, anvet ivez .32 WCF (evit Winchester Center Fire), .32-20 Marlin pe .32-20 Colt, zo ur gartouchenn produet da gentañ e 1882 gant Winchester evit e fuzuilh Winchester Model 1873[1].

Hervez an embregerezh stadunanat e c’halle servijout evit chaseal loened bihan koulz ha reoù vrasoc’h evel ar c’hirvi[2]. Abalamour d’he galloud izel a-walc’h e oa implijet kentoc’h e Norzhamerika evit en em zifenn a-enep da loened dañjerus pe evit ar jiboez bihan. Karget e veze gant poultr du da gentañ. Produet eo bet betek 1995 e Brazil, met dilezet eo bet gant an dennerien hag ar chaseourien dre vras dibaoe. Gellet a raer kargañ anezhi gant poultr divoged hiziv an deiz, gant ur gargad skañvoc’h[3]. Revolverioù zo bet kambret eviti ivez, gant Colt dreist-holl, evel ar Colt Official Police evit ar siviled a o chom e lec’hioù distro.

Kartouchennoù deveret

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) 32-20 Winchester, Arme et Passion (lennet d'an 28/02/2025)
  2. (en) HAWKS Chuck, The .32-20 Winchester (lennet d'an 28/02/2025)
  3. (es) .32-20-115 Winchester CF, Municion.org (lennet d'an 28/02/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan