.30 Super Carry
| .30 Super Carry | |
|---|---|
| Doare | |
| Doare douilhez | kreuzenn, eeun |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Krouer | Federal Premium |
| Bloavezh krouidigezh | 2022 |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 7,92 mm |
| Ø trogleuziñ | 7,70 mm |
| Ø kolier | 8,56 mm |
| Ø skoaz | 8,59 mm |
| Ø korf an douilhez | 8,70 mm |
| Ø strad | 8,74 mm |
| Tevder ar strad | 1,27 mm |
| Hirder an douilhez | 21 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 29,7 mm |
| Pouez ha perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 6,48 g (100 greunenn) |
| Tizh o vont e-maez V0 | 380 m/s |
| Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 3.400 bar |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
An .30 Super Carry, anvet ivez .30 SC, zo ur gartouchenn armoù-dorn kinniget e 2022 gant an embregerezh stadunanat Federal Premium. Pal e saverien eo kinnig ur munision heñvel a-walc'h e berzhioù bannouriezh ouzh re an 9 mm Parabellum, da lavaret eo an hini implijetañ hiziv an deiz gant nerzhioù surentez broioù ar C'hornôg, met bihanoc'h. Kement-mañ a aotre kargerioù uheloc'h o endalc'h, pe armoù-dorn aesoc'h da guzhat dindan dilhad, evit poliserien zo da skouer, pe siviled er Stadoù-Unanet.
Hervez lec'hienn Federal, bannadelloù an .30 SC zo izeloc'h o galloud-ledanaat evit re an 9 mm Parabellum pe an .380 ACP, met uheloc'h o galloud-toullañ[1]. Boledoù 100 greunenn a zo d'an .30 SC, ha produiñ a ra ar munision ur gwask gazoù a c'hall mont betek 3100 bar (45.000 psi), ar pezh a zo uhel e-keñver munisionoù arm-dorn all. Evit se e tosta e vannouriezh dibenn ouzh hini an .357 Magnum[2].
Un nebeud armoù evel ar bistolenn Shield gant Smith & Wesson[3] a zo kambret evit an .30 SC. Ouzhpenn Federal e vez produet ar munision gant un dornad embregerezhioù bras evel CCI pe Remington[4].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Perzhioù ar munision hervez ar SAAMI
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) 30 Super Carry, war lec'hienn Federal Premium (lennet d'an 02/05/2025)
- ↑ (en) MANN Richard, Federal 30 Super Carry Ammunition, Shooting Illustrated, 22/03/2022 (lennet d'ar 01/05/2025)
- ↑ (en) Hervez lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 02/01/2025)
- ↑ (en) STAFFORD Jeremy, Federal .30 Super Carry Cartridge: Everything You Need to Know, Guns & Ammo, 08/01/2022 (lennet d'an 02/05/2025)