Mont d’an endalc’had

.300 Whisper

Eus Wikipedia
.300 Whisper


Ur gartouchenn .300 Whisper (.300/221)(hec'h-unan, e-kreiz)
Perzhioù
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare korf an douilhez kreuzenn, boutailh
Doare skeiñ e-kreiz
Muzulioù
Ø bannadell 7,84 mm
Ø kolier 8,46 mm
Ø skoaz 9,14 mm
Ø korf an douilhez 9,54 mm
Ø strad 9,60 mm
Tevder ar strad 1,14 mm
Hirder an douilhez 34,90 mm
Hirder ar gartouchenn 57 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 14 g
Tizh mont e-maez V0 320 m/s
Energiezh ar vannadell 717 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An .300 Whisper, anvet ivez .300/221, .300 Fireball pe 7,82 × 34 mm (anv metrek), zo ur munision armoù-skoaz wildcat diorroet e deroù ar bloavezhioù 1990 gant J. D. Jones e SSK Industries. Deveret eo eus an .221 Fireball brasaet e galibr da .30 meutad[1]. Unan eus kartouchennoù lies ar ar rummad Whisper eo.

Pal J. D. Jones en ur sevel an .300 Whisper e oa kinnig ur munision liezimplij, hag a c'halled kargañ gant boledoù skañv ha prim koulz ha gant reoù ponner ha subsonek. An .300 AAC Blackout zo ur munision tost heñvel ouzh an .300 Whisper diorroet evit simplaat he froduerezh hag e implij er bed milourel[2].

  1. (en) PEARCE Lane, .300 Whisper Load Data, Shooting Times, 11/04/2016 (lennet d'an 12/01/2026)
  2. (fr) Buszkowski Frédéric, Le .300 AAC Blackout : un calibre tactique devenu outil de chasse, Chassons, 20/06/2025 (lennet d'ar 14/01/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan