Mont d’an endalc’had

.280 British

Eus Wikipedia
.280 British
Skeudenn ar pennad .280 BritishKartouchennoù .280 British a bep seurt. An hini orañjez a zo savet he douilhez gant aluminiom.
Doare
Doare korf an douilhez kreuzenn, boutailh
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel ar Rouantelezh-Unanet Rouantelezh-Unanet
Saver Servijoù teknik ar British Army
Mare ijinañ  Adalek 1945, dibenn ar bloavezhioù 1940
Muzulioù
Ø bannadell 7,2 mm
Ø kolier 8 mm
Ø skoaz 11,4 mm
Ø korf an douilhez 11,9 mm
Ø strad 12 mm
Tevder ar strad 1,2 mm
Hirder an douilhez 43 mm
Hirder ar gartouchenn 65 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 9 g
Tizh mont e-maez V0 690 da 777 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 3.100 bar
Energiezh ar vannadell 2.163 da 2.737 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall  ?

An .280 British, anvet ivez 7 mm MK1Z, .280/30 pe 7 mm NATO, a zo ur gartouchenn arnodel evit an armoù-skoaz savet e dibenn ar bloavezhioù 1940 gant arme Breizh-Veur. Ne voe ket implijet war an tachennoù-emgann, pa voe choazet ar 7,62 × 51 mm en he flas evit armeoù AFNA.

E dibenn 1945 e krogas ar British Army, evel armeoù all d’ar mare-se, d’en em soñjal war ur munision armoù-skoaz standart nevez e plas an .303 British implijet gante abaoe dibenn an XIXvet kantved. E fin an Eil Brezel-bed e oa bet ijinet gant an Alamaned, evit o fuzuilh-arsailh Sturmgewehr 44, ur munision doare nevez, ar 7,92 × 33 mm Kurz, berroc’h evit kartouchennoù standart ar mare, hag a oa uhel memestra e c’halloud abalamour d’e galibr damheñvel[1].

Kroget e voe da sevel ar munision nevez e 1945, ha labour a voe kaset evit he gwellaat a-hed dibenn ar bloavezhioù 1940. Ma ne voe ket implijet war an tachennoù-emgann evit abegoù politikel stag ouzh pouez ar Stadoù-Unanet en AFNA dreist-holl, un nebeud armoù koshoc'h pe arnodel a voe kambret e .280 British [2]:

  1. (es) .280 British XPL for EM-2 Assault rifle, Municion.org (lennet d'an 20/03/2025)
  2. (en) 280/30 BRITISH (7×43), Cartridge Collector (lennet d'an 20/03/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan