Mont d’an endalc’had

.257 Roberts

Eus Wikipedia
.257 Roberts


Kartouchennoù .257 Roberts
Doare
Doare douilhez kreuzenn, boutailh
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Mare produiñ 1930
Adalek 1964 gant Remington en ur mod industriel
Muzulioù
Ø bannadell 6,5 mm
Ø kolier 7,4 mm
Ø skoaz 10,9 mm
Ø korf an douilhez 12 mm
Ø strad 12 mm
Hirder an douilhez 56,7 mm
Hirder ar gartouchenn 70,5 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 5 - 8 g
Tizh ar boled V0 870 - 1 050 m/s
Energiezh ar vannadell 2 689 - 2 842 J
Emors LR
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An .257 Roberts zo ur munision armoù-skoaz, savet e 1930 er Stadoù-Unanet gant ar skrivagner ha tenner Ned H. Roberts, diwar un douilhez 7 × 57 mm Mauser strishaet he c'holier evit degemer ur vannadell .257'. Anvet e oa .25 Roberts neuze, hag ur gartouchenn Wildcat e oa[1].

An embregerezh Remington a zivizas produiñ anezhi a-yoc'h adalek 1934. Degas a rejont un nebeud kemmoù dezhi evit tremen hebioù ar riskloù dreistgwask. Korn he skoaz a voe kaset eus 20° da 20,45°. Cheñchet e voe hec'h anv da .257 Roberts. Ar garabinenn gentañ kambret eviti e voe ar Remington Model 30. Heuliet e voe gant ar Winchester Model 54, ha Model 70 adalek 1937.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) MALFATTI René, Manuel de Rechargement N°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, p. 107
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan