.22-250 Remington
| .22-250 Remington | |
|---|---|
Kartouchennoù .22-250 Remington | |
| Doare | |
| Doare douilhez | kreuzenn, boutailh |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Mare produiñ | Abaoe 1937 Adalek 1965 gant Remington en ur mod industriel |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 5,7 mm |
| Ø kolier | 6,5 mm |
| Ø skoaz | 10,5 mm |
| Ø korf an douilhez | 11,9 mm |
| Ø strad | 12 mm |
| Hirder an douilhez | 48,6 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 60 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 2,6 - 4,1 g |
| Tizh ar boled V0 | 1 090 - 1 287 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 2 149 - 2 374 J |
| Emors | LR |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
An .22-250 Remington zo ur munision armoù-skoaz, savet e 1937 er Stadoù-Unanet gant an ijinourien ha tennerien Grosvenor Wotkyns, J.E. Gebby ha J. Bushnell Smith, dindan an anv .22-250 Varminter da gentañ. Sañset e oa ar gartouchenn da vezañ produet gant Winchester, met an Eil Brezel-bed a lakaas harz war ar raktres, hag ur gartouchenn Wildcat e chomas e-pad tost ugent vloaz. E 1963, an embregerezh Browning a werzhas ur stumm eus e fuzuilh High Power kambret e .22-250 Varminter, hep na vije produet ar munision en ur mod industriel c'hoazh, ar pezh a zo ral e bed an armoù-tan[1]. Daou vloaz war-lerc'h e krogas produerezh an .22-250 gant Remington, a ouzhpennas e anv da hini ar munision. An embregerezh a ginnigas e garabinenn Remington 700 kambret evit an .22-250 er memes bloaz[2].
Gwelet e vez gant tennerien evel ar gartouchenn skoet en he c'hreiz wellañ er c'halibr .22, abalamour d'he galloud uhel koulz ha d'he resisted. Savet eo bet evel ur munision varmint da gentañ[3], met implijet eo bet kalz e kenstrivadegoù benchrest ivez[2].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) WIELAND Terry, The Great .22-250, Rifle Shooter, 04/01/2011 (lennet d'ar 05/03/2026)
- ↑ 2,0 ha 2,1 (fr) MALFATTI René, Manuel de Rechargement N°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, p. 95
- ↑ (en) CAMPBELL Dave, The .22-250 Remington: History and Performance, American Rifleman, 08/07/2021 (lennet d'ar 05/03/2026)