.17 Winchester Super Magnum
Neuz
| .17 Winchester Super Magnum | |
|---|---|
A gleiz da zehou : kartouchennoù .17 Winchester Super Magnum, .17 Hornet ha .22 Hornet | |
| Doare | |
| Doare douilhez | bourled, boutailh |
| Doare skeiñ | war he zro |
| Bro orin | |
| Krouer | Winchester |
| Bloavezh krouidigezh | 2012 |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 4,4 mm |
| Ø kolier | 5 mm |
| Ø skoaz | 6,8 mm |
| Ø korf an douilhez | 6,8 mm |
| Ø strad | 8,5 mm |
| Tevder ar strad | 1,7 mm |
| Hirder an douilhez | 30,5 mm |
| Hirder ar gartouchenn | Etre 36,58 ha 40,39 mm |
| Pouez ha perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 1,3 g (20 greunenn) 1,6 g (25 greunenn) |
| Tizh o vont e-maez V0 | 790 - 910 m/s |
| Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 2.300 bar |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar .17 Winchester Super Magnum, anvet ivez .17 WSM, zo ur gartouchenn armoù-skoaz skoet war he zro krouet e 2012 gant an embregerezh stadunanat Winchester, dezhi ur boled 20 greunenn (1,3 g). Ur munision varmint eo, da lavaret eo graet evit chaseal loened bihan, met war hedoù-tenn hiroc'h evit boaz evit ar munisionoù a seurt-se.
Ar munision skoet war e dro primañ e oa da vare e groudigezh (910 m/s gant ur vannadell 20 greunenn). Abalamour da se eo plaen a-walc'h e dreizhent e-keñver munisionoù skoet war o zro all (10,4 cm a ziskenn da 200 yards hepken evit ul lunedenn lakaet da zero evit 100 yards)[1]. An embregerezhioù Winchester, Chiappa pe Savage a ginnig karabinennoù kambret e .17 WSM.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Perzhioù ar munision hervez ar SAAMI
- ↑ (en) SNOW John B., Ammo Review: New .17 Winchester Super Magnum, World’s Fastest Rimfire Round, Outdoor Life, 04/01/2013 (lennet d'an 02/05/2025)