Dalet

Eus Wikipedia
(Adkaset eus ד)

Pevare lizherenn meur a abjad semitek eo dalet(h) (dor), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek , hebraek (ד) , siriek (ܕ) hag arabek ().

Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm kozh ouzh hini un nor. Gwechall e c'hellfe bezañ anvet digg (pesk).

Distaget e vez (LFE) [d]. En hebraeg klasel hag e rannyezhoù zo c'hoazh e veze graet an diforc'h etre dalet hep dagesh (ד) distaget [ð] ha gant dagezh [d].

Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek delta Δ, estruskek Z, latin D ha kirillek Д.

Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 4.

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.