Škorpion vz. 61
| Škorpion vz. 61 | |
|---|---|
Ur bistolenn-vindrailher Škorpion vz. 61 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn-vindrailher aotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre argil simpl |
| Munisionoù | .32 ACP (stumm orin) .380 ACP 9 mm Makarov 9 mm Parabellum |
| Produer | Česká zbrojovka a.s. |
| Mare produiñ | 1961-1979 Abaoe 2009 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 1,3 kg |
| Hirder (lamm pleget) | 270 mm |
| Hirder (lamm dibleget) | 517 mm |
| Hirder ar c'hanol | 115 mm |
| Lusk-tennañ | 850 tenn/mn |
| Hed-tenn pleustrek | 50-150 m |
| Tizh ar boledoù V0 | 320 m/s (e .32 ACP) |
| Endalc'h | Kargerioù fiñv 10 pe 20 kartouchenn (stumm orin) |
| Adstummoù | Gwelet ar pennad |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |
Ar Škorpion vz. 61, anvet Samopal Vzor 61 (Pistolenn-vindrailher stumm 1961) e arme Tchekoslovakia, zo ur bistolenn-vindrailher ijinet e Tchekoslovakia e 1948 ha produet gant an embregerezh armoù Česká zbrojovka adalek 1961.
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diorroet e voe ar Škorpion adalek dibenn ar bloavezhioù 1950 gant an ijinour Miroslav Rybář[1] evit pourveziañ unvezioù zo eus an arme tchekoslovak, evel an ekipajoù tankoù[2], gant un arm berr uhel e lusk-tennañ. Mont a ra en-dro gant ur sistem tennata dre argil simpl. Pourveziet eo gant kargerioù fiñv 10 pe 20 tenn, met reoù uheloc'h o endalc'h a vez gwerzhet gant embregerezhioù all. He lamm simpl a c'hall bezañ pleget[3].
Kambret e oa da gentañ e 7,65 × 17 mm Browning, ur gartouchenn bihanoc'h he c'halibr evit ar re 9 mm, met aesoc'h da zidrouzañ. Stummoù all dezhe kalibroù disheñvel a voe kinniget er bloavezhioù war-lerc'h, evel ar vz. 82 hag ar vz. 83 kemmet evit degemer kartouchennoù galloudusoc'h (.380 ACP, 9 mm Makarov, 9 mm Parabellum) hag un dibaber mod-tennañ. Ur stumm evit ar siviled, e mod damaotomatek hepken (SA 91s) zo bet ivez[3][4].
Torfedouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur Škorpion vz. 61 a voe implijet gant izili eus ar Brigadennoù ruz italian evit drouklazhañ ar politikour Aldo Moro e miz Mae 1978.
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An arm a c'haller implijout er c'hoari video World of Guns: Gun Disassembly. Gwelet e vez implijet er filmoù Matrix ha Body of Lies.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (cs) FENCL Jiří, Škorpion. 7,65mm samopal vz.61 Škorpion a jeho varianty, Naše vojsko, 2016, 117 p., ISBN 9788020607041
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 273
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 228
- 1 2 (en) POPENKER Maxim, Skorpion vz.61, Modern Firearms (lennet d'ar 15/11/2025)
- ↑ (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 274