Élisa (film)
Neuz
Élisa zo ur film gall, sevenet gant ar filmaozour gall Jean Becker e 1994.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Drama,
- Senario ha divizoù : Jean Becker ha Fabrice Carazo,
- Kevredadoù produiñ : Les Films Christian Fechner, Solo Productions ha TF1 Films Production,
- Produourien : Henri Brichetti ha Christian Fechner,
- Rener ar skeudenniñ : Étienne Becker,
- Ijinour ar son : Jean-Louis Ughetto,
- Aozerien ar sonerezh orin : Zbigniew Preisner, Serge Gainsbourg ha Michel Colombier,
- Frammer : Jacques Witta,
- Kinklourez : Thérèse Ripaud,
- Luc'hskeudenner leurenn : Dominique Le Strat,
- Dilhataerien : Gil Noir, Marie-Françoise Perochon hag Arianne Phillips,
- Prantad filmañ : miz Mae 1994,
- Lec'hioù filmañ : Douarnenez, Enez Sun (Penn-ar-Bed), Pariz,
- Deiziad dont er-maez : 1añ a viz C'hwevrer 1995,
- Padelezh : 115'.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da noz an Nedeleg ec'h en em lazh Élisa, aet he gwaz diouti, o lezel he merc'hig Marie war he lerc'h. Desavet eo houmañ en un emzivati : ne bad-hi ket gant ar c'hoant da adkavout an tad-mañ a zo pennkaoz da varv he mamm, hervezi. Lakaet en he soñj e lazhañ ec'h en em gav Marie gant he zad war Enez Sun : kollet-net an den ha ken gwalleürus ha hi. Tostaat a ra eñvor Élisa an tad ouzh e verc'h hag int da loc'hañ gant ur vuhez nevez.
Roll ar gomedianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Vanessa Paradis : Marie,
- Gérard Depardieu : Jacques Desmoulins, pe Leibovich,
- Clotilde Courau : Solange,
- Sekkou Sall : Ahmed,
- Florence Thomassin : Élisa,
- Michel Bouquet : Samuel,
- Olivier Saladin : Kevin,
- Philippe Léotard : ar butuner sigaretennoù Gitanes,
- Werner Schreyer : ar bleiner,
- José Garcia : treizhad an taksi,
- Firmine Richard : pratikez ar PMU/an itron titich,
- Catherine Rouvel : Manina,
- Melvil Poupaud : mab an apotiker,
- Bernard Verley : an embreger,
- Reine Barteve : ar vamm-gozh,
- André Julien : an tad-kozh,
- Gérard Chaillou : Claude Chapelier,
- Alfred Cohen : dalc'her al leti,
- Jordanne Dridi : ar ruzikerez.
Goproù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gopr a voe tapet gant Élisa da-geñver lid ar Césars e 1996 :
- gwellañ sonerezh, bet deroet da Zbigniew Preisner, Serge Gainsbourg ha Michel Colombier (marvet e oa bet Gainsbourg d'an 2 a viz Meurzh 1991 ha deuet er-maez e ganaouenn Élisa e 1969).