Édouard Daladier
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv-bihan | Édouard |
| Anv-familh | Daladier |
| Deiziad ganedigezh | 18 Mezheven 1884 |
| Lec'h ganedigezh | Carpentràs |
| Deiziad ar marv | 10 Here 1970 |
| Lec'h ar marv | 16th arrondissement of Paris |
| Lec'h douaridigezh | Grave of Édouard Daladier |
| Pried | Madeleine Laffont |
| Kompagnun(ez) | Marie-Louise de Crussol |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Lec'h bac'hañ | kamp-tolpañ Dachau, Buchenwald |
| Micher | politiker |
| Assessment | agrégation d'histoire |
| Lec'h labour | Pariz |
| Strollad politikel | Radical Party, Radical-Socialist and Radical Republican Party |
| Brezel | Brezel-bed kentañ |
| Diellaouet gant | Archives nationales, center for History at Sciences Po |
| Ezel eus | Parliamentary Assembly of the Council of Europe |
| Prizioù resevet | Marc'heg al Lejion a Enor, Kroaz-vrezel 1914-1918, Grand Cross of the Order of Saint-Charles |
Édouard Daladier, ganet d'an 18 a viz Even 1884 e Carpentras (Vaucluse) hag aet da Anaon d'an 10 a viz Here 1970 e Pariz, a oa ur politiker gall Radikal-Sokialour (kleiz-kreiz) ; meur a wech e voe Penn Kuzul ar Vinistred e 1933, 1934 hag adarre e 1938 betek 1940. Sinet en devoa Emglevioù München ur pennadig amzer a-raok ma tarzhje an Eil Brezel-bed.
Daladier a oa bet ganet e Carpentras, ha kroget e oa e respet er politikerezh a-raok ar Brezel-bed Kentañ. E-kerzh ar brezel e oa bet o stourm war Talbenn ar C'hornôg hag enoret e oa bet evit e servij. Goude ar brezel e oa deuet da vezañ ur penn eus ar strollad politikel Radikal hag aet e oa betek penn Kuzul ar Vinistred e 1933 ha 1934. Bet e oa Ministr an Difenn broadel hag ar Brezel etre 1936 ha 1940, ha penn Kuzul ar Vinistred adarre e 1938. Evel penn ar gouarnamant en doa ledanaet ar surentez sokial e Bro-C'hall e 1939.
Goude aloubadeg Frañs e 1940 e voe lakaet en toull-bac'h e kreñvlec'h Pontalet betek miz Ebrel 1943, a-raok bezañ kaset da gamp Buchenwald. Ur miz diwezhatoc'h e voe bac'het e kastell Itter (Aostria), asambles gant pennoù meur gall all. Dieubet e voe d'ar 5 a viz Mae 1945 goude an emgann evit ar c'hastell.
Goude an Eil Brezel-bed e voe dilennet e kambr an deputeed e 1946, ha maer Avignon e 1953. Ne voe ket addilennet er Vodadenn vroadel e 1958, ha dilezel a reas ar politikerezh.