İzmir : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: tt:Измир
Linenn 37: Linenn 37:
* [http://www.simfone.co.uk dialaphone]
* [http://www.simfone.co.uk dialaphone]
* [http://www.simfone.co.uk dialaphone]
* [http://www.simfone.co.uk dialaphone]
* [http://translate.google.com.tr/translate?js=y&prev=_t&hl=tr&ie=UTF-8&layout=1&eotf=1&u=http%3A%2F%2Fwww.izmirde.biz&sl=tr&tl=pt izmir guia da cidade]
* [http://www.izmirde.biz izmir guia da cidade]


{{DEFAULTSORT:Izmir}}
{{DEFAULTSORT:Izmir}}

Stumm eus an 3 Eos 2012 da 08:01

Kêrioù Turkia
İzmir
Proviñs İzmir
Rannvro Egea
Kod post
Maer Aziz Kocaoğlu (2004, 2009) (CHP)
Vali (prefed) Mustafa Cahit Kıraç (2007)
Perzhioù douaroniel
Gorread ha = km²
Hed 38°26' Norzh
Led 27°09' Reter
Uhelder keitat :
Poblañs
()
Stankter
Lec'hienn internet ar gêr Ti-kêr İzmir


İzmir (إزمير İzmir e turkeg, Σμύρνη Smýrnē e gresianeg modern, Իզմիր, e armenianeg, Smirne e italianeg, Ladino, Izmir e ladinoeg hep an i gant ur pik) a zo an trede kêr e keñver ar boblañs e Turkia hag ar porzh brasañ goude İstanbul.Emañ e Pleg-mor İzmir war ar Mor Egaios. Kêr-benn proviñs İzmir eo . Rannet eo bet ar gêr etre 9 distrig-meurgêr, i. e. Balçova, Bornova, Buca, Çiğli, Gaziemir, Güzelbahçe, Karşıyaka, Konak ha Narlıdere. E 2000 eo bet jedet ur boblañs 2 409 000 annezad ha 3 500 000 e 2005.

Gerdarzh

Restr:View of Izmir from Asansör.jpg
İzmir sellet diwar leurenn ar bignerez foran (an "Asansör") e 1907

Anv ez eus eus ar gêriadenn Ti-smurna war an tablezennoù Live II dizouaret e lec'h un trevadenn assirian e Kültepe (hanterenn gentañ an 2vet milved K. J.-K.), met ne c'heller ket bezañ asur ma 'z eus un dave da İzmir. Lod a soñje e c'hellfe bezañ un dave da Smirna, unan eus an Amazonezed. Ar meneg gresianek koshañ a zo unan e gresian aeolek, Μύῥρα, Mýrrha a zo bet kenstur d'an ionieg ha attikeg Σμύρνη Smýrnē, an daou stumm a vije deuet eus an hinirakgresianek, *Smúrnā.

Smyrna a zo e gresianeg anv ar brousgwez Myrrha commifera, ar gwez-dindin, blantenn a zo dezhi ur rousin frondus anvet ar mir hag a vez kavet er Reter-Nesañ ha Bis Afrika. Ar Romaned o deus implijet Smyrna evel anv ar gêr hag e teu İzmir eus ar stumm-se. E brezhoneg e vez implijet Smirn evit ar mareoù rakturk.

Istor

Ragistor

Diwar dizoaladennoù graet e 2004 ha 2005 e ouzer eo İzmir unan eus ar gêrioù koshañ a zo bet er Reter-Nesañ p'eo bet kavet roudoù an annezioù er bloavezioù - 6500 betek - 4000 hag e c'heller gwelout n'eus ket bet spann ebet a-hed ar c'hantvedoù.

Tud vrudet

Edouard Balladur ganet d'an 2 a viz Mae 1929.