Mel

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Evit heñvelstummoù all, sell ouzh mel (disheñvelout)

Mel

Ar mel (liester : meloù) a zo un danvezenn c'hwek ha frondus, liv melen pe c'hell dezhi, hag a vez fardet gant meur a seurt gwenan hag un nebeud spesadoù gwesped evit kaout boued evito hag evit magañ o freñvedennoù bihan. P'eo graet gant nektar sunet diwar eztaoladurioù ar bleuñv, ur vammenn a-bouez eo bet evit an Den pa ne ouie ket c'hoazh fardañ sukr diwar ar plant (korz-sukr, beterabez). Gwelet eo bet evel ul louzoù evit pareañ meur a gleñved gant ar vezeien eus an amzerioù koshañ. Pa vez implijet evel magadur an dud e teu ar mel eus ar pezh a vez fardet gant spesad ar gwenan Apis Mellifera. Gwechall-gozh hag e rannvedoù zo hiziv e vez dastumet mel ar gwenan gouez e-lec'h m'o deus graet o annez, e-kreiz kefoù gwez goullo da skouer, met ar wenanerien a oar bodañ taolioù-gwenan en arc'higoù a reer ruskennoù anezho. Ar gwenanerezh (pe ar sevel gwenan), e bal produiñ mel, a zo ur skourr eus ar gounezerezh.

Gerioù deveret[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • divelerez
  • mela (verb)
  • meladour
  • melaer
  • melen
  • meler
  • melus

Gerioù gant mel enno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troioù-lavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Reiñ mel d'unan bennak
  • Reiñ mel gant al loa-bod
  • Ne ra koar na mel

Ar mel er yezhoù keltiek hag er sañskriteg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kembraeg : mêl, gouezeleg hag iwerzhoneg : mil, kerneveureg : mel. E sañskriteg : mádhu

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger mel er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]