Levenez

Eus Wikipedia

Levenez ur sportourez.

Al levenez eo ar pezh a santer pa vezer laouen. Se a c'hoarvez pa vez kontant unan bennak peogwir e klot an traoù gant ar pezh a blij dezhañ pe a fell dezhañ kaout. Gallout a ra diskouez e from o vousc'hoarzhin pe o c'hoarzhin.

An drugar zo levenez kreñv. Ur santadur berroc'h eget al levenez eo ar blijadur.

An eürusted zo tost ouzh al levenez. Un trivliad kentoc'h eget ur from eo avat, peogwir e pad hiroc'h eget al levenez. Ur santadur don a leunded eo.

Levenez en arzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]