Feunteun

Eus Wikipedia
Ouzh ar feunteun, livadur gant William-Adolphe Bouguereau, 1897.
E kêr ivez e vez kavet feunteunioù , evel ar Manneken Pis brudet, e Brusel.

Ur feunteun zo un eienenn kempennet gant an dud peurliesañ, a-benn gallout dastum an dour a zeu e-maez an douar. Mein benerezh a vez tro-dro peurvuiañ evit reiñ hent d’an dour, hag ur poull a vez ivez alies. Er feunteunioù nevesoc’h e vez graet gant dafar all ivez.

Brudet e veze ar feunteunioù gwechall evit o dour, a oa ken prizius d’an dud, evit evañ, doura o loened, en em walc’hiñ, gwalc’hiñ o dilhad…


E Breizh-Izel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod eus ar feunteunioù e Breizh a veze kontet da vezañ « sakr », abalamour da berzhioù o dour : pareañ a raent a bep seurt kleñvedoù a-hervez. Ha diwar se e oa kredennoù ha boazioù stag ouzh pep feunteun. War ar maez e vez anv ur sant war ar feunteun alies, hag ur chapel e-kichen.


Er c'hêrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet ez eus bet feunteuniù disheñvel er c'hêrioù bras evit bravaat al leurgêrioù. Darn zo graet evit degas un tamm freskijenn d'an dud ouzhpenn: e kêrioù zo e c'haller mont da gerzhout e poull ar feunteun. Feunteunioù zo a zo evel c'hoarielloù gant livioù ha stummoù a bep seurt, pa ne glaskont teurel dour uhelañ ma c'hallont.

En Italia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Albert Poulain ha Bernard Rio, Fontaines de Bretagne, Yoran Embanner
  • Mikael Madeg, Feunteunioù brudet e Bro-Leon, Emgleo Breiz (hag un droidigezh e galleg, met berroc’hik : Découvrir les fontaines du Léon, e ti Emgleo Breiz ivez)


Feunteunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Feunteunioù kozh Breizh Izel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Logivi-Lannuon : feunteunioù Sant Ivi
Mammen ar ster Yeodi, e Penn-Yeodi, Louergad

Feunteunioù kêrioù Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E broioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger feunteun er
wikeriadur, ar geriadur frank.