Brozh

Eus Wikipedia
Kilt Bro-Skos zo ur vrozh evit ar wazed.
The Evoltion of the skirt, Harry Julius, 1916

Ur vrozh zo ur pezh dilhad-plac'h a dap eus an dargreiz betek an daouufern pa vez hir, betek an daoulin pa vez berr. Pa vez berroc'h c'hoazh e komzer eus brozhig berr-berr.

Dont a rafe ar brozhioù, pe brezhier, eus ar saeoù gwisket en Henamzer hag a vije bet berraet.

Paotred[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ral e vez gwelout paotred gant brozhioù. E Bro-Skos avat e c'hoarvez aliesoc'h: kilt a vez graet eus ar vrozh-se deuet da vout un arouez broadel.

Amzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hiroc'h pe verroc'h e vez douget ar vrozh hervez ar c'houlz-bloaz, pe hervez pelec'h ha pegoulz e vodouget, hervez oad an dougerez ivez alies.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brozhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]