Zorro gris
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
P. griseus
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Canidae | ||||
| Genad : | Pseudalopex | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Pseudalopex griseus Gray, 1837 |
|||||
|
|||||
Ar zorro gris (Pseudalopex griseus) a zo ur bronneg bihan eus ar c'herentiad Canidae, anvet ivez louarn Patagonia pe chilla.
Taolenn |
Annez [kemmañ]
Bevañ a ra ar zorro gris en Amerika ar Su, dreist-holl en Arc'hantina ha Chile. Graet eo e diriad gant ur riblennad dir war an daou du eus an Andoù etre 17ºS ha 54ºS. En Arc'hantina e kaver ar spesad er rannvro gornôg damgrin. E pep lec'h e kaver anezhañ e Chili ha posubl eo ez eus un nebeud hiniennoù e Perou.
Degaset e oa bet ar zorro gris d'an Inizi Maloù etre 1920 ha 1930 ha niverus ez int en enezenn Beaver hag enezenn Wedell.
Kavout a reer ar zorro gris e meur a endro : eus strouezheg damgrin Arc'hantina betek stepenn yen Patagonia.
Doareoù [kemmañ]
Bihan eo ar zorro gris. Muzuliañ a ra etre 47 ha 50 cm ha pouezañ a ra etre 2.5 ha 4 kg.
Emzalc'h [kemmañ]
En em vagañ a ra ar zorro gris dreist-holl diwar evned, krignerien ha konikled. Gouennañ a ra e fin an diskar-amzer, war-dro miz Meurzh. Ganet e vez ar re vihan goude un dougen daou viz.
Daveoù [kemmañ]
- González del Solar, R. and J. Rau (2004) Pseudalopex griseus. In C. Sillero-Zubiri, M. Hoffman and D. Macdonald (eds.) Canids: Foxes, Wolves, Jackals and Dogs. Gland, Switzerland, IUCN/SSC Canid Specialist Group. Pp. 56-63. (http://www.canids.org/species/Chilla.pdf)
- Jiménez et al (2004). Pseudalopex griseus. 2006 IUCN Red List of Threatened Species. IUCN 2006. Kavet war 11 May 2006.
- IUCN (2004): Canids: Foxes, Wolves, Jackals and Dogs
- Ar zorro gris war lioncrusher.com