Zombie Strippers
| Zombie Strippers | |
Skritell ar film |
|
|---|---|
| Filmdata | |
| Titl orin : | Zombie Strippers |
| Bro produiñ : | Stadoù-Unanet |
| Deuet er-maez : | 18 a viz Ebrel 2008 |
| Yezh orin : | saozneg |
| Padelezh (PAL-DVD) : | 94 munutenn munutenn |
| Skigner : | Stage 6 Films Triumph Films |
| Pare | |
| Filmaozer : | Jay Lee |
| Produer : | Larry Schapiro Andrew Golov Angela J. Lee |
| Skrivagner : | Jay Lee |
| Sonerezh : | Billy White Acre |
| Aktourien | |
|
Robert Englund |
|
| Liammoù diavaez | |
| kemmañ |
|
Zombie Strippers a zo ur film euzh fentus deuet er-maez e 2008. Ar senario hag ar filmañ a zo bet graet gant Jay Lee, hag e-touez aktorien ar film emañ Robert Englund, Jenna Jameson ha Tito Ortiz. Skignet eo bet gant Sony Pictures Home Entertainment. Diazezet eo war ar pezh-c'hoari Rhinoceros gant Eugène Ionesco.
Taolenn |
Senario [kemmañ]
En dazont e c'hoarvez ar film. D'ar mare-se emañ George W. Bush o ren er Stadoù-Unanet evit ar pevare gwech. Divodet en deus kendalc'h ar Stadoù-Unanet, berzet en deus ivez an noazhder foran, ha brezel a zo etre ar Stadoù-Unanet ha meur a vro all : Frañs, Irak, Afghanistan, Iran, Syria, Venezuela, Kanada hag Alaska (hag a zo dispartiet diouzh SUA). Neuze ez eo splann ez eus kement a vrezelioù ken n'eo ket niverus a-walc'h ar soudarded a c'hallfe brezeliñ. En ul labourva kuzh renet gant ar mezeg Chushfeld (Brad Milne) e Sartre e tiorrener ur virus da lakaat ar soudared marines marv da c'henel en-dro a-benn distreiñ da vrezeliñ. Met aet eo ar virus er-maez eus al labourva, ha meur a zen a zo bet paket gantañ. Ur strollad soudared marines anvet skouadron Z a zo lakaet e-karg eus lazhañ ar zombied, met unan eus ar soudarded anvet Byrdflough (Zak Kilberg) a zo dantet gant zombied hag e teu a-benn da dec'hout kuit. En em gavout a ra e-kichen ur c'hlub strip-tease anvet Rhino. Mervel a ra ha pa c'han en-dro eo deuet da vezañ ur zombie hag ez a e-barzh ar c'hlub.
E penn Rhino emañ Ian Essko (Robert Englund). Ur stripper nevez, Jessy (Jennifer Holland) hec'h anv, a zo o paouez en em gavout er c'hlub, peogwir eo dav dezhi dastum argant da baeañ oberatadenn he mam-gozh. Kejañ a ra ouzh dañsourez vrudetañ ha speredekañ (gwelout a reer anezhi o lenn oberenn glok Friedrich Nietzsche) ar c'hlub anvet Kat (Jenna Jameson). E-keit ha m'emañ Kat o tañsal ez eo taget ha dantet gant Byrdflough. Daoust ma n'eo ket gwall laouen Essko e tiviz mirout anezhi peowgir eo dañsourez wellañ ar c'hlub. Berzh bras a ra an dañsourez zombie. An dañsourezed all a gompren neuze e c'hallfent koll o micher, neuze e tivizont dont da vezañ zombied ivez, hag e tantont holl arvesterien ar c'hlub. Essko a glask mirout an holl zombied en ur gaoued e kav ar c'hlub, met dont areont a-benn da dec'hout hag e krogont d'en em gannañ etrezo. An dud er c'hlub a glask treuzvevañ betek ma teufe soudared ar skouadron Z da zieubiñ anezho. Kompren a reont ez eo bet laosket ar zombied da dec'hout gant gouarnamant Bush a-benn lakaat an amerikaned da zisoñjal ar c'hudennoù a zo savet abalamour d'ar brezel ha da gudennoù armerzh.
Aktorien [kemmañ]
- Jenna Jameson : Kat
- Robert Englund : Ian
- Roxy Saint : Lillith
- Penny Drake : Sox
- Joey Medina : Paco
- Whitney Anderson : Gaia
- Jennifer Holland : Jessy
- Shamron Moore : Jeannie
- Jeannette Sousa : Berengé
- Carmit Levité : Madame Blavatski
- John Hawkes : Davis
- Brad Milne : Dr Chushfeld
- Zak Kilberg : Byrdflough
- Jen Alex Gonzalez : Lt Ryker
Sell ar vurutellerien [kemmañ]
Degemeret eo bet evel ur film etre gant ar vurutellerien. Lavaret eo bet e oa filmet ha produet fall, daoust da se eo bet anzavet e oa ennañ kenedouriezh camp. D'an 20 a viz Eost 2008 eo bet embannet gant al lec'hienn Rotten Tomatoes e oa 41% a bennadoù burutellañ pozitivel (diazezet war 51 pennad burutellañ).[1] War Metacritic e lavarer ez eo 45 diwar 100 keidenn ar film (diazezet war 14 pennad burutellañ).[2]
Notennoù [kemmañ]
- ↑ http://www.rottentomatoes.com/m/zombie_strippers/ Zombie Strippers Movie Reviews, Pictures - Rotten Tomatoes
- ↑ http://www.metacritic.com/film/titles/zombiestrippers Zombie Strippers (2008): Pennadoù burutellañ
Liammoù diavaez [kemmañ]
- Zombie Strippers war MySpace
- Zombie Strippers war Yahoo! Movies
- Trailer war Apple.com