Zentralfriedhof Friedrichsfelde

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bodad bloaz er vered, ma weler Erich Honecker hag Erich Mielke e-touez re all

Zentralfriedhof Friedrichsfelde (alamaneg a dalvez Bered kreiz Freidrichsfelde), pe Eñvoradur d'ar sokialourien (Gedenkstätte der Sozialisten) a zo ur vered e Lichtenberg e Berlin. Pa voe krouet e 1881 e voe anvet Bered kêr Freidrichsfelde Berlin (Berliner Gemeindefriedhof Friedrichsfelde). E 1900 da-heul douariñ Wilhelm Liebknecht (krouer SPD) e teuas da vezañ ur vered ma voe douaret enepfaskourien, sokial-demokrated, sokialourien ha komunourien alaman. E 1919 e voe douaret Karl Liebknecht ha Rosa Luxemburg enni. Da vare rann Berlin goude an Eil Brezel-bed en em gavas ar vered war harzoù Berlin ar Reter hag enni e voe douaret pennnoù-bras DDR evel Walter Ulbricht ha Wilhelm Pieck.

Maen-sonn kreiz hag kelc'h an 10 bez

E 1926 e vo savet ur Monumant d'an dispac'h (12 metrad ledander ha 6 metrad uhelder) e brik ruz gant Ludwig Mies van der Rohe hag e 1935 e voe distrujet gant an Nazied. E 1951 e voe savet ar Monumant d'ar sokialourien a zo c'hoazh anezhañ hiziv an deiz. En e greiz ez eus ur maen-sonn ma lenner "Die toten mahnen uns" ha tro-dro ez eus ur voger stumm un hanter-gelc'h dezhi ma kaver bezioù ha jarloù. Tro-dro d'ar maen kreiz ez eus 10 bez m'eo douaret tud a-bouez ar sokialouriezh  : Karl Liebknecht, Rosa Luxemburg, Ernst Thälmann, Wilhelm Pieck, Walter Ulbricht, Franz Mehring, John Schehr, Rudolf Breitscheid, Franz Künstler, Otto Grotewohl.

Eñvoradur da stourmerien ar sokialouriezh

Ouzh ar voger a zo tro-dro e c'haller lenn anvioù 327 enepfaskour a varvas etre 1933 ha 1945. En o zouez emañ Hans Coppi, Hilde Coppi, Heinrich Koenen, Arvid Harnack, Harro Schulze-Boysen, Kurt Schumacher, John Sieg hag Ilse Stöbe

Tud douaret e Bered kreiz Freidrichsfelde[kemmañ]

Liamm diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Flag of Germany.svg Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.