Youssef Sekour

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Youcef Sekour a zo ur c'hoarier mell-droad ganet d'ar 27 a viz C'hwevrer 1988 en Istres. 1,89 m eo evit 81 kg. Kreizer eo ha stummet eo bet gant ar Girondins de Bordeaux.

C'hoariet en doa mat e-kerzh ar bloavezh 2006-07 gant eil skipailh Bourdel e CFA (11 pal plantet) 'padal ne chomo ket gant ar jirondined.

An FK Naoned a c'hell adlansañ anezhañ. Prestet gant an enebourien, ne chom nemet ur bloavezh da Youssef Sekour evit en em ober ur plas e bed ar vell-droad a-vicher. Etrevroadel olimpek Maroko eo.

Plantet en deus e bal kentañ gant an FK Naoned d'ar 7 a viz Kerzu 2007 a-enep Amiens.

Red-micherel[kemmañ]