Yod kerc'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Confusion colour.svg Evit ar gelaouenn, gwelet Yod-Kerc'h.
Yod kerc'h

Yod kerc'h a zo ur meuz a veze debret kalz gwechall e Breizh. Aozet e veze gant bleud kerc'h, holen ha laezh pe dour. Gwechall e veze dav arsilañ ar bleud kerc'h da gentañ. Lakaet e veze da c'hlec'hiañ un nozvezh da vihanañ, ha tamouezet goude. Poazhet e veze dre laezh pe dour. Er gaoter e veze troet ar yod gant ur vazh graet evit se, ar vazh-yod. Bremañ e vez kavet yod kerc'h prest ha tout er stalioù. Debret e vez gant un tamm amann teuz. Gallout a reer evañ sistr pe laezh ribot da heul.

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger Yod kerc'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.