Ynys Dysilio

Eus Wikipedia
Ynys Dysilio, pe Enez Tysilio, stag ouzh douar-bras Mon war-bouez ur chaoser

Ynys Dysilio zo un enezenn er Menai e Kembre.

Anvet eo an enezenn diwar sant Tysilio, a veve er VIvet kantved. Hervez ar richenn e oa ur peniti gant ar sant war an enezenn. Un iliz zo bremañ, en anv ar sant ivez.

Meur a zen brudet zo bet douaret er vered en-dro d'an iliz, evel an istorour John Edward Lloyd pe ar skrivagner kembraek Cynan.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Inizi ar Menai
Ynys Castell . Ynys Dysilio . Ynys Gaint . Ynys Gored Goch . Ynys Seiriol . Ynys y Bîg . Ynys Welltog .