Yezhoù nasaek

Eus Wikipedia

Ur familh-yezhoù komzet e Kolombia hag Ecuador eo ar yezhoù nasaek (pe páesan, paezano). N'eo ket diazezet an anvadur-se war studiadennoù gwirion ha sirius hag arvarus bras eo e vije eus ar familh yezh-se e gwirionez.

Roll ar yezhoù nasaek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goulakaat a reer e c'hallje peder yezh mont d'ober ar yezhoù nasaek.

I. Andakieg

1. Andakieg (pe andakí) (Marv)

II. Nasaeg

2. nasaeg (pe Nasa yuwe e yezh ar vro, paez e spagnoleg)
3. Panzaleoeg (pe pansaleo, latacunga, quito) (Marv)

III. Kokonoukeg (pe coconuco, caucacc)

4. Kokonoukeg (pe kokonuko) (Marv)

N'eo ket sklaer c'hoazh penaos e tlefe bezañ renket ar yezhoù nasaek e-keñver familhoù ha yezhoù all ar bed. Ur yezh digenvez eo an nasaeg hiziv.