Yezhoù maek

Eus Wikipedia

Un isskourr eus yezhoù nilotek ar reter eo ar yezhoù maek (saozneg : maa) komzet gant ouzhpenn ur milion a dud en holl e Kenya ha Tanzania.

A-hed an amzer o deus dilezet meur a bobl o yezh-i evit ober gant ur yezh vaek bennaket hag evel-se ec'h eas war ledanaat takad ar yezhoù-se, evel, da skouer, an Asaed hag an Elmoloed hag a gomze yezhoù kouchitek a-raok treiñ war-du ar yezhoù maek.

A-hend-all ez eus bet levezonet-don yezhoù all gant ar yezhoù maek, evel an okieg komzet e norzh Tanzania.

Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù en isskourr-mañ :

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]