Yezhoù komekrudek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Takad ar yezhoù komekrudek

Implijet e vez an termen yezhoù komekrudek evit ober dave d'un nebeud yezhoù a greder emaint liammet kenetreze, ha komzet gwechall e kreisteiz Teksas hag e hanternoz Mec'hiko a-hed ar stêr Rio Grande.

Marv eo an holl yezhoù er familh-mañ hiziv ha n'anaouer ket re vat nag ar yezhoù o-unan nag an dud a rae gante.

Setu an teir yezh komekrudek:

  1. Komekrudeg (comecrudo, mulato, carrizo)
  2. Garzeg
  3. Mamoulikeg (mamulique)