Yezhoù aymarek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù aymarek, komzet e Su Amerika. Isrannet e vez ar yezhoù renket er familh-mañ etre re ar c'hreiz (pe aymareg), komzet gant tro-dro da 2,2 vilion a dud en holl (1,7 milion e Bolivia, 350 000 e Perou hag ar peurrest e Chile hag Arc'hantina) ha re ar c'hreisteiz pe c'hakaroueg (jaqaru), komzet gant 2 000 den e su Perou, hag a vefe ur yezh en hec'h-unan evit tud zo.