Yezhoù atabaskek ar su

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Takad yezhoù atabaskek ar su

Un isfamilh eus ar yezhoù atabaskek eo yezhoù atabaskek ar su (pe yezhoù apacheek), enni yezhoù komzet hiziv gant pobloù-orin apacheek ha navac'hoek e mervent ar Stadoù-Unanet (en Arizona, Mec'hiko Nevez hag Oklahoma dreist-holl, met ivez e Colorado hag Utah).

Komzet e vezent gwechall ivez e gwalarn Mec'hiko Nevez ha Teksas.

Komzet e e vez ar yezhoù atabaskek all e gwalarn Kanada, Alaska hag ivez war aodoù ar Meurvor Habask er Stadoù-Unanet.

Isrannet e vez yezhoù atabaskek ar su evel-hen:

I. Yezhoù ar c'hompezennoù

1 Apacheeg ar c'hompezennoù

II. Yezhoù ar mervent

A. Yezhoù ar c'hornôg (ndéé biyáti)
i. Yezhoù Chiricahua-Mescalero
2. Tchirikahoueg (chiricahua)
3. Meskleroeg (mescalero)
4. Navac'hoeg (diné bizaad)
5. Apacheeg ar c'hornôg
B. Yezhoù ar reter
6. C'hikarilheg
7. Apacheeg lipek

Notennoù: Ken tost eo ar tchirikahoueg hag ar meskleroeg an eil d'eben ma c'hellfent bezañ rannyezhoù kentoc'h evit yezhoù.

Damvarv pe marv dija eo an apacheeg lipek hag apacheeg ar c'hompezennoù.

En arvar da vont da get buan pe buanoc'h eo an tchirikahoueg.

En arvar ivez emañ ar meskleroeg, arc'hikarilheg hag apacheeg ar c'hornôg met desket e vez ar yezhoù-mañ gant ar vugale tamm pe damm.

Yezh buhezig-buhezikañ an holl yezhoù komzet gant pobloù-orin Norzh Amerika eo an navac'hoeg.

Yezhoù liessintetezelek int ha hag pouezusoc'h a-bell ec'h eo ar verboù evit an anvioù-kadarn. Ral eo ar yezhoù-mañ dre ma implijont rakgerioù kentoc'h evit lostgerioù pa reont gant an urzh rener - renadenn - verb (SOV).

Implijet e vez tonennoù gant holl yezhoù atabaskek ar su.


Liammoù diavaez[kemmañ]