Yezhadur hollek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar yezhadur hollek (saoz. 'Universal grammar') a zo anezhañ un deorienn yezhoniel a glask lakaat war-wel ar perzhioù yezhadur hollek, da lâret eo ar perzhioù boutin a c'heller kavout en holl yezhoù. Pal enklaskoù a seurt-mañ a glask displegañ penaos e vez desket ar yezhoù gant an dud evit ar wech kentañ rak krediñ a ra lod ez eo bezañ gouest da deskiñ ur yezh ur perzh a-ouenn evit an dud.

Faos e vefe krediñ avat e souten an deorienn-mañ ez eo peurheñvel yezhadur pep yezh, met kentoc'h e vez roet ganti un nebeut reolennoù evit diswel liammoù don etre strukturioù yezhoniel zo a-benn displegañ, war e dro, panaos e ra ar vugale evit deskiñ sevel frazennoù reizh en yezh kentañ ken buan all.

Bountet e oa bet al labour war an dachenn-mañ evit ar wech kentañ gant Joseph Greenberg o labourat dreist-holl gant perzhioù boutin kevreadurezh 30 yezh disheñvel.

Ur 'perzh hollek' a zo ur perzh hag a zo gwir atav evit pep yezh pe d'ur perzh a vez kavet alies e meur a yezh.

Da skwer:

Pep yezh he deus atav anvioù kadarn ha verboù.
Pep yezh (estreget yezhoù sinet are re vut) he deus atav kensonennoù ha vogalennoù.


Liammoù strizh ez eus etre al labour enklask war an dachenn-mañ ha tachennoù all evel tipologiezh ar yezhoù hag an doare ma vez dielfennet ar yezhoù en empenn.

Graet e vez an diforc'h etre ar perzhioù hollek rik diouzh un tu hag ar re ampleg diouzh an tu all:


  • 'Perzhioù hollek rik' (saoz. absolute universals):

Ar perzhioù hollek rik a zo gwir atav hag evit pep yezh, da skwer:

Pep yezh he deus atav anvioù kadarn ha verboù.
Pep yezh (estreget yezhoù sinet are re vut) he deus atav kensonennoù ha vogalennoù.

Ret eo anzav n'eus ket kalz a reolennoù a seurt-mañ da gavout e-touez holl yezhoù ar bed e gwirionez, avat.


  • 'Perzhioù hollek ampleg' (saoz. implicational universal):

Ar perzhioù ampleg a vez urzhiet a seurt ma vez liammet ur perzh resis gant unan all, da lâret eo, 'bewech ma vez kavet X e vez kavet ivez Y', da skwer:

Pep yezhoù ganti un trider he do atav ivez an daouder
Pep yezh ganti kensonennoù dre c'hwezhañ he do (pe he defe bet) ivez kensonennoù stokus.


  • 'Perzhioù damhollek' (saoz. universal tendancies)

A-hendall, hervez ar statistikoù, daoust ha ma vez faos ur perzh yezhadurel evit un nebeudik yezhoù zo, e c'hell bezañ c'hoazh ur perzh damhollek evit an darn vrasañ eus yezhoù ar bed. Seurt perzhioù damhollek a c'hell bezañ ampleg pe rik diouzh o zu ivez.

Setu ur skwer o tennañ d'ur perzh yezhadurel damhollek rik:

An darn vrasañ eus yezhoù ar bed o deus kensonennoù dre fri

An darn vrasañ eus ar perzhioù damhollek a zo ampleg avat, dres evel ar perzhioù hollek.


Setu ur skwer o tennañ d'ur perzh yezhadurel damhollek ampleg:

Peurliesañ e vez kavet araogennoù en ur yezh a ra gant an urzh Rener-Renadenn-Verb (SOV).


'Tabutoù'

Bez ez eus ivez ur re yezhonourion hag o deus savet a-enep d'an deorienn-mañ. Hervez Michael Tomasello, da skwer, ez eo gouest ar vugale da deskiñ yezhoù hep ma vefent ganet gant ur re reolennoù yezhadurel en o empenn endeo. Hervezañ, n'eus tu ebet da diskwel eo c'hell bezañ faos seurt teoriennoù rak ne raent nemet deskrivañ perzhioù yezhoù zo hep gallout mont pelloc'h ha reakwelet ar pezh a c'hellfe degouezhout en ur yezh bennaket pe get.

Ha koulskoude, alies e vez savet damkanoù a seurt-se gant ar re o deus fiziañs e gwirionez ar 'yezhadur hollek - re alies, marteze, rak n'eo ket ral dezhe rakwelet traoù na c'hoarvez ket e gwirionez pe c'hoazh chom hep rakwelet traoù a c'hoarvez e yezhoù zo.


Liamm diavaez:[kemmañ]