Yezh kalvezadel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur yezh kalvezadel pe yezh savet a-ratozh (saoz. constructed language pe conlang) a zo ur yezh bet savet gant unan bennaket pe ur skipailh tud. Da lâret eo ez eo ur yezh savet a-ratozh ar c'hontrol-mik diouzh ar yezhoù naturel diorroet a-hed an amzer gant an dud.

Lod eus ar yezhoù savet a-ratozh oa bet ijinet evit bezañ implijet gant an dud evel ma vefe yezhoù naturel anezhe (dreist-holl evel yezhoù etrebroadel ouzhpenn ar re naturel). Lod all avat oa bet krouet evit meur a bal all, da skwer evit reiñ un tamm buhez da skridoù faltazi evel re Dolkien, o klotaat neuze meur a wech gant bedoù savet a-ratozh ivez..., evit gwirikaat damkanoù yezhoniel evel al lojban, evit gallout daremprediñ gant tud dre guzh (d.s. an awolang [1]) pe c'hoazh evit dudi an dud a bled gante (d.s. ar cinpzy [2])

A-wechoù e vez implijet an termen yezh steuñvet (saoz. planned language) evit komz eus ar yezhoù a seurt-se savet evit bezañ implijet gant an dud evel yezhoù naturel evel an esperanteg, rak ne blij ket alies da gomzerion ar yezhoù-se termenoù all a vez implijet alies a-walc'h evel yezh kalvezadel (saoz. artificial language) abalamour ma'z eo ar yezhoù-se ken naturel hag ar re all herveze. Implijet e vez an termen-mañ gant ar re a ra gant an esperanteg. Peurliesañ eo pal seurt yezhoù talvezout da yezhoù etrebroadel ouzhpenn, da lâret eo yezhoù sañset bezañ neptu a c'hellfe bezañ desket ouzhpenn ar yezhoù-mamm (pe yezhoù kentañ) evit mont e darempred gant an dud dre ar bed a-bezh.

Renkadur[kemmañ]

Bez e c'heller ober an diforc'h etre daou doare yezh savet a-ratozh hervez o struktur:

  • yezhoù a priori: n'int ket diazezet na war ur yezh naturel resis bennaket, na war strukturioù kavet e-touez yezhoù ar bed. Ral-tre eo ar yezhoù a seurt-mañ.
  • yezhoù a posteriori: diazezet war yezhoù naturel pe oc'h implijout perzhioù yezhoniel a vez kavet er yezhoù naturel, ds. an esperanteg, ar volapük [3] hag an inter celtic [4]

Diouzh an tu all e c'hellont bezañ renket ivez hervez o fal, da skwer:

  • yezhoù etrebroadel ouzhpenn: da vezañ implijet evel eil-yezh evit gallout mont e darempred gant tud a ra gant ur yezh disheñvel, d.s. interlingua [5] hag en o fenn an esperanteg;
  • yezhoù fantazi - bet krouet evit reiñ plijadur aestetik, d.s. ar yezh quenya ijinet gant Tolkien [6];
  • yezhoù evit palioù resis (saoz. engineered languages): isrannet e yezhoù filozofel, d.s. an eurun [7] ha yezhoù poellel (saoz. loglangs), d.s. al lojban [8]

Yezhoù zo a zo bet savet a-ratozh kaer evit diskwel hag-eñ eo gwir pe get Damkan Sapir ha Whorf, da lâret eo hag-eñ e vez levezonet an doare da soñjal gant strukturioù ar yezhoù a gomz an dud, d.s. ur yezh evit ar maouezed eo al láadan [9] evit en em dizober eus techoù ar gevredigezh diazezet war perzhioù gourel pe c'hoazh ur yezh n'haller lâret nemet traoù dudius ha positivel ganti eo an toki pona [10]

A-hed ar c'hantvedoù, rak hir eo istor ar yezhoù savet a-ratozh, o deus un nebeut yezhoù a seurt-mañ bet tapet gante tud o deus o desket evel yezh kentañ. C'hoarvezout a ra kement-mañ dreist-holl gant ar yezhoù etrebroadel ouzhpenn evel an esperanteg komzet gant etre 200 ha 2000 a dud evel yezh kentañ, hag en 19vet kantved gant ar volapük.

Kurius eo goût memestra e oa bet klasket kelenn ar yezh klingon [11] ijinet evit Star Trek evel yezh kentañ d'e vab gant d'Armond Speers, met ne deuas ket a-benn abalamour d'an diouer a c'heriaoueg er yezh-se, d.s. gerioù boutin evel '"kador" pe "taol".

Liammoù diavaez[kemmañ]