Yezh OSV

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Renkadur hervez urzh ar gerioù
Yezh VO
Yezh SVO
Yezh VSO
Yezh VOS
Yezh OV
Yezh SOV
Yezh OSV
Yezh OVS
Yezh V2

Er yezhoniezh e vez implijet an termen yezh OSV evit komz eus yezh ganti da frammadur kevreadurezhel diazez an urzh renadenn ("O") - rener ("S") - verb ("V"). Anvet e vez ivez yezh OAV, da lâret eo renadenn - graer ("A") - verb.

samũũy yi qa-wùh
samũũyRENADENN yiRENER qa-wùhVERB
"marzmouz tud debr"
"An dud a zebr marmouzed"

N'eo ket houmañ un urzh kavet stank e-touez yezhoù ar bed. Implijet e vez gant ar chavanteg (xavante) hag ur re yezhoù all komzet e Brazil, da skouer ar jamamadieg (jamamadi), an apourinaneg (apurinã), ar c'hayabieg (kayabí) hag an nandeubeg (nadëb). Implijet e vez ivez a-wezhoù gant ar sardeg hag ar yidicheg hag unan eus div urzh pennañ ar malayalameg an hini eo, a-gevret gant an urzh SOV.

Eilpennadur[kemmañ]

Implijet e vez an urzh-mañ ivez gant yezhoù nann-OSV evit merkañ elfennoù pouezus ar frazenn, da skouer e saozneg:

Urzh boas (SVO):
I love children
IRENER loveVERB childrenRENADENN
"Plijout a ra ar vugale din"
Eilpennet (OSV):
Children I love
childrenRENADENN IRENADENN loveVERB
"Plijout a ra kalz din ar vugale "

Gwelit ivez:[kemmañ]