Yann Loeiz Prijant

Eus Wikipedia

Yann Loeiz Prijant (ganet e Gwiseni d'an 19 a viz Ebrel 1878 ; marvet d’ar 7 a viz Meurzh 1962) a oa ur beleg hag a reas un tamm war-dro ar brezhoneg.

Goude ar skolaj Lesneven e studias e kloerdi bras Kemper. Beleget e voe eno e 1905. E-pad ouzhpenn ugent vloaz e chomas kure e Brieg, goude ez eas da aluzener frered Lesneven. E 1906 e skoazellas ar skrivagner Théodore Pilven le Sévellec‎ (ganet ivez e Gwiseni) da dreiñ e brezhoneg Kenteliou Aotrou Persoun Ars skrivet e galleg gant an tad Monnin. E 1911 e skoazellas Yann-Vari Perrot da sevel Miz Kerzu Buhez ar Sent. E 1926 e troas e brezhoneg Levr Sant Herve, skrivet e galleg gant Herve Kalvez. Echuiñ e reas e vuhez e ti-diskuizh ar veleien e Keraodren-Lambezelleg.