Yann II (dug Breizh)
Yann II (3 a viz Genver 1239 – 18 a viz Du 1305, Lyon) zo bet dug Breizh eus 1286 da 1305), ha kont Richmond (1268-1305).
Mab e oa da Yann Iañ ar Rouz, dug Breizh, ha da Blanche de Navarre (1226-1283).
[kemmañ] Buhez
Kemer a reas perzh en eizhvet kroaziadeg gant e dad ha sant Loeiz. Houmañ a echuas gant marv ar roue dirak Tunis e 1271. E-keit ha ma teue e dad da Vreizh en-dro, ez eas da Balestina, gant an navet kroaziadeg, moarvat, a oa renet gant e vreur-kaer Edouarzh Iañ, roue Bro-Saoz.
E 1285 ez eas gant Fulup III, roue Bro-C'hall da vrezeliñ a-enep roue Aragon (Kroaziadeg Aragon). Breur-kaer roue Bro-Saoz e oa hag anvet e voe gantañ da benngabiten Akwitania a zifennas a-enep arme roue Bro-C'hall renet gant Charlez Valois. Met koll e voe Yann II hag aloubet e voe Breizh. Terriñ a reas neuze e gevredad gant Rouantelezh Bro-Saoz ha gwellaat a reas e zarempredoù gant rouantelezh Bro-C'hall. Dimeziñ a reas e vab-bihan a deufe da vezañ Yann III gant Izabel, merc'h Charlez Valois hag e voe graet ur « pairie » eus e zugelezh.
| En e raok: Yann Iañ ar Rouz |
Rouaned ha Duged Breizh 1286 – 1305 |
War e lerc'h: Arzhur II |