Wyatt Earp

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Wyatt Earp pa oa 21, poltred war-dro 1869

Wyatt Berry Stapp Earp (19 a viz Meurzh 1848;13 a viz Genver 1929) zo bet ur saver-loened amerikan, ur bleiner kirri-samm, a-wezhioù ur chaseer bizoned, un ofiser a lezenn e meur a gêr eus ar Far-West, ur c'hoarier a vicher, un dalc'her saloon, mengleuzier, ha tredeog en emgannoù boks. Brudet eo dreist-holl evit ar perzh a gemeras en emgann en O.K. Corral, asambles gant Doc Holliday, ha daou eus e vreudeur, Virgil Earp ha Morgan Earp.

Deuet eo Wyatt Earp da vezañ un den brudet eus istor ar Stadoù-Unanet. E vuhez he deus pourchaset danvez evit un niver a filmoù, a abadennoù skinwel, a vuhezskridoù hag a oberennoù faltazi.

Yaouankiz[kemmañ]

D'an 30 a viz Gouere 30 1840 e timezas an intañv Nikolaz Porter Earp ha Virginia Ann Cooksey e Hartford, er C'hentucky. Ganet eoa bet Wyatt Earp e Monmouth, en Illinois, d'an 19 a viz Meurzh 1848. Wyatt Earp en doa un hantervreur koshoc'h, hag un hanterc'hoar, a varvas pa oa 10 miz. Nikolaz Earp a vadezas Wyatt evel an ofiser a rene anezhañ e-doug ar Brezel amerikan-ha-mec'hikan, ar c'habiten Wyatt Berry Stapp eus Emouestlidi war varc'h Illinois. E miz Meurzh 1850 e tilezas an Earped Monmouth evit mont da vevañ e Kalifornia met annezañ a rejont en Iowa. War-dro 160 devezh-arat a yae d'ober o atant nevez, seizh lev e biz Pella.

E miz Meurzh 1856, Nikolaz a werzhas e atant hag e tistroas da Vonmouth, en Illinois, met ne zeuas ket a-benn da gavout labour evel barazher pe gounideg. Dre ma oa ne oa ket barrek da vagañ e diegezh mod all, Nikolaz a zivizas dont da vezañ poliser kêr, hag e labouras evel-se e-pad tri bloaz. A-hervez en doa un eil seurt gounidoù pa'n dije gwerzhet boeson, ar pezh a lakaas emsav enep ar boeson ar gêr da sevel en e enep. Prozezet e oa e 1859 evit bezañ gwerzhet boeson dindan kuzh, kondaonet hag mezhekaet dirak an holl. Ne voe ket gouest da baeañ an telloù-kastiz goulennet gant al lez-varn ha, d'an 11 a viz Du 1859, e oa lakaet foar war madoù an tiegezh Earp. Daou zevezh diwezhatoc'h ez eas kuit an Earped adarre da vont da Bella, en Iowa. Goude o diannezadeg e reas Nikolaz kalz beajoù da Vonmouth e 1860 da gadarnaat ha da peurechuiñ gwerzh e zouaroù ha da dalañ ouzh meur a brozez intentet outañ evit dleoù ha tamalloù flod war an telloù.

D'ar c'houlz ma oa distroet an tiegezh da Bella e tarzhas ar brezel diabarzh. Newton, James, ha Virgil a lakaas o anv en arme an Unaniezh d'an 11 a viz Du 1861. Pa ne oa ken 13 vloaz e oa re yaouank Wyatt da vont gante met diwezhatoc'h e klaskas meur a wezh da dec'hout evit mont en arme, met kavet e vee bewech gant e dad ha kaset gantañ d'ar gêr.

Endra ma oa Nikolaz o tuta soudarded hag o lakaat ar c'hompagnunezhioù da bleustriñ ar vivher soudard, Wyatt, gant sikour e daou vreur yaouankañ, Morgan ha Warren, a oa fiziet ennañ emell un eostad maiz a oa dindanañ war-dro 80 devezh-arat. Goude bezañ bet gloazet-bras en emgann Fredericktown e tistroas James d'ar gêr e-doug an hañvezh 1863. Kemer a reas Newton ha Virgil perzh e meur a gombat er reter hag a zeuas en-dro diwezhatoc'h.


E miz Mae 1864, an tiegezh Earp a gemeras an hent gant ur charreadeg kirri a oa o vont da Galifornia. El levr Wyatt Earp: Frontier Marshal, skrivet gant Stuart N. Lake e 1931, e taneveller kejadenn an Earped gant Indianed e-kichen ar C'hreñvlec'h Laramie hag e tennas Wyatt e vad eus un arsav e Kreñvlec'h Bridger da chaseal bizoned gant Jim Bridger. Diwezhatoc'h, enklaskerien o deus lavaret e oa kaeraet danvell Lake diwar deroù buhez Earp, dre ma'z eus nebeut a brouennoù a gadarna e istorioù.

Kalifornia[kemmañ]

E diwezh an hañv 1865, Wyatt ha Virgil a gavas fred evel bleinerien evit Phineas Banning's Banning Stage Line en Traoñienn an impalaer. Eno a-hervez e evas Wyatt whisky evit ar wezh kentañ ha ken klañv e vije bet en dije miret outañ a evañ e-pad ugent vloaz goude se.

E-doug an nevezamzer 1866, Earp a zeuas da vezañ bleiner kirri-samm, hag a gase kargadoù evit Chris Taylor. An hent a heulie e for 1866-1868 a yae eus Wilmington, e Kalifornia, betek Prescott, e tachennoù Arizona. Labourat a reas war an hent eus San Bernardino dre Las Vegas, e tachennoù Nevada, betek Salt Lake City. E-pad an nevezamzer 1868, e oa tutaet Earp gant Charles Chrisman da gas dafar da sevel hent-houarn an Union Pacific. Soñjal a reer ez eo d'ar c'houlz-se e krogas da c'hoari evit an arc'hant ha da voksañ. Tredeog e voe en un emgann etre John Shanssey ha Mike Donovan.

Den a lezenn[kemmañ]

En nevezamzer 1868 e annezas an Earped e Lamar, ma teuas Nikolaz da vezañ poliser. Pa zilezas e garg da zont da vezañ barner a beoc'h d'ar 17 a viz Du 1869, Wyatt a oa tutaet evel poliser e-lec'h e dad.

D'an 10 a viz Genver 1870 e timezas Earp gant e gentañ gwreg, Urilla Sutherland (1849 - c.1870), merc'h William ha Permelia Sutherland, a orin eus New York. Ne badas ket pell an dimeziñ. Soñjal a reer e tremenas Urilla un nebeud mizioù pe war-dro ur bloavezh diwezhatoc'h. Div zisplegadenn eus he marv a gaver : hervez an hini gentañ e vefe marvet diwar an tifuz,[1], da-laras an eil e vefe marvet diwar wilioudiñ.

E miz Eost 1870, Wyatt a brenas un ti ha douaroù evit 50 $. E miz Du e werzhas an ti en-dro evit 75 $. Implijet eo bet an deiziad-se evit muchañ deiziad marv Urilla, o harpañ war ar soñj n'en deus ket kement ezhomm un intañv eus un ti hag un den dimezet engortoz da gaout bugale. E miz Du, Earp a c'hounezas e bost poliser en dilennadegoù, trec'h d'e hantervreur, Newton, dre 137 a-enep 108.

D'ar 14 a viz Meurzh 1871 e savas Kontelezh Barton ur prosez a-enep Earp. Karget e oa da zastum gwirioù aotre en anv kêr Lamar, ar sammad a oa da vezañ implijet da sevel skolioù er vro. Tamallet e oa outañ nompas bezañ degaset an arc'hant dastumet. D'an 31 a viz Meurzh, James Cromwell a savas klemm a-enep da Wyatt, o tisklêriañ e oa bet falset paperoù a spisae ar sammad arc'hant dastumet gant Earp digant Cromwell evit goulenn ur prosez. A-benn kaout ar sammad etre ar pezh a oa bet degaset gant Earp hag ar pezh a zlee Cromwell (hag a lavare en doa paeet) e lakaas al lez-varn foar war falc'herez Cromwell hag a werzhas anezhi evit 38 $. Disklêriañ a rae Cromwell e tlee Earp 75 $ dezhañ, gwerzh an ardivink. D'ar c'hentañ a viz Ebrel, Earp a oa unan eus tri den (war un dro gant Edward Kennedy ha John Shown) a oa tamallet oute bezañ laeret ul loen-kezeg. D'an 28 a viz Meurzh o dije laeret an damallidi daou loen-kezeg, "a dalveze pep a kant dollard", digant William Keys er vro indian. D'ar c'hwec'h a viz Ebrel e oa harzet Earp gant an eiler J.G. Owens. Lennet e oa dezhañ engalv ar c'hargoù en e enep gant Commissioner James Churchill d'ar 14 a viz Ebrel. Lakaet e oa ar c'hred da 500 $. D'ar 15 a viz Mae e oa embannet ar skrid tamall a-enep Earp, Kennedy ha Shown. Anna Shown, gwreg John Shown, a zisklêrias e oa vet mezvet he gwaz gant Earp ha Kennedy hag o doa gourdrouzet e vuhez a-benn kavout e skoazell. Koulskoude, d'ar 5 a viz Even, e oa didamallet Edward Kennedy tra ma chome digemm ar c'hargoù a-enep Earp ha John Shown. War a seblant, Earp, a dale ouzh daou brosez hag un argerzh-kastizañ, Earp a choazas da dec'hout Stad Missouri. Embannet e oa un urzh herzel.

Distro[kemmañ]

E-pad bloavezhioù, n'o deus ket an enklaskerien testeni ebet eus buhez Earp etre 1871 hag an 25 a viz Here 1874, pa zeu Earp war wel adarre e Wichita. Lakaet eo bet en doa tremenet an tri bloaz-se o chaseal bizoned e Kansas (evel m'en daneveller e buhezskrid Stuart Lake) hag o kantreal er Bradenn veur.

Krediñ a reer peurvuiañ e kejas evit ar wezh kentañ gant e vignon tost Bat Masterson d'ar c'houlz-se, war vord ar stêr Arkansas. Koulskoude e oa dizoloet testenioù eus ar mare-se hag a ziskouez e oa Earp o vevañ e-kichen Peoria, en Illinois e 1872. Enklaskoù zo bet graet. Enrollet e oa Earp e rolloù kêr Peoria e 1872 e ti Jane Haspel, a rene ur fouzhti. E miz C'hwevrer 1872, polis Peoria a serras pevar maouez ha tri den. Wyatt Earp, Morgan Earp, ha George Randall e oa an tri den-se. Wyatt hag ar re all a oa tamallet oute "Derc'hel ha bezañ kavet en un ti brudet-fall." 20 dollar a dell-gastiz e oant bet lakaet da baeañ ouzhpenn ar priz lakaet evit an torfedoù-se. Kavet ez eus bet div harzhadenn all eus Wyatt Earp evit ar memes abeg e 1872 e Peoria. Klozañ a ra lod eus an enklaskerien e tiskouez titouroù Peoria e kemere perzh Earp e marc'had ar gasterezh e tolead Peoria e 1872. An titour-se en deus lakaet lod eus an enklaskerien da vurutellañ testenioù Lake diwar-benn chaseadennoù bizoned Earp e Kansas e 1871-74.

E Frontier Marshal, Lake en deus embannet ivez en doa kejet Earp gant tud brudet evel Wild Bill Hickok pa oa e Kansas. Lake en deus anavezet Earp ivez evel an den en doa harzet ar ribler armet Ben Thompson en Ellsworth, Kansas, d'ar 15 a viz Eost 1873. Koulskoude ne zeu ket Lake a-benn da reiñ mammennoù e zisklêriadennoù. Abalamour da se enklaskerien o deus diskouezet o doa diskred diwar-benn danevelloù Lake. An enklaskoù graet n'o deus diskouezet prouenn ebet e oa Wyatt Earp en Ellsworth da vare torfedoù Thompson eno. Ar re a gred e harzadenn Thompson gant Earp, pe memes e bezañs Earp en Ellsworth e miz Eost ar bloaz-se, a ra anv eus eñvorennoù dispis e vije bet Earp o chom er Grand Central Hotel eno. Enklaskoù o deus diskouezet ne oa ket anv Earp war rolloù an ostaliri en hañvezh-se. Ouzhpenn, oberoù Benjamin Thompson e-tro ar bloaz ma oa harzet a oa danevellet-pizh gant kelaouennoù ar c'hornad na reont ket anv eus Earp morse. Thompson a embannas e zanevell dezhañ e-unan eus darvoudoù 1884, ha ne lavar ket e oa harzet gant Earp. An eiler Ed Hogue eus Ellsworth an hini eo a harzas anezhañ e gwirionez.

Wichita[kemmañ]

Evel Ellsworth, e Wichita a oa un ti-gar ma veze kaset tropelladoù chatal eus Texas. An hevelep trummgêrioù cattle er far-west a oa lec'hioù trouzus leun a bennoù boeson, cowboyed armet a feste diwezh beajoù hir. Kregiñ a reas Earp da labourat ent ofisiel e burev marshal Wichita d'an 21 a viz Ebrel 1875, goude ma oa dilennet Mike Meagher evel marshal kêr (luzierezh a zegas an anv-se, rak "marshal kêr"[2] a oa alies heñvelster gant penn ar polis, un anv a veze implijet ivez). Kavet ez eus bet ur pennad kazetenn hag a ra anv eus Earp evel "Ofiser Erp" (sic) kent ma oa tutaet ent ofisiel, ar pezh a laka e roll resis evel ofiser e 1874 amsklaer. War a seblant e oa paeet evit ul labour na oa ket ofisiel.

Earp a c'hounezas brud pa oa e Wichita. Anavezout hag herzel a reas ul laer kezeg (oc'h ober gant e arm met hep gloazañ an den) ha goude se ur strollad laeron kirri. Un tamm brav a strafuilh en doe e deroù 1876 pa gouezhas e revolver karget diouzh e holster, pa oa en e goazez en ur gador, rak leuskel a reas un tenn pa skoas ar c'hi ouzh al leur. Tremen a reas ar boled a-dreuz e chupenn hag eñ er-maez dre ar solier. Gallout a reer soñjal diwar diviz Earp diwar-benn ar gudenn e buhezskrid Lake, Wyatt Earp: Frontier Marshal (embannet goude marv Wyatt), ne zougas morse ur revolver single-action gant c'hwec'h tenn adarre. E danevell Lake, Earp ne anzavas ket en doa prenet skiant a-zivout ar fazi-se diwar e goust.

Earp a ziskouezas ivez e nerzh-kalon e Wichita en un darvoud na oa ket danevellet gant ar c'hazetennoù met a gaver meneget e buhezskrid Lake hag a zo kadarnaet en eñvorennoù e eiler Jimmy Cairns. Wyatt a lakas toucherien en arraj o klask kemer en-dro ur piano na oa ket bet paeet en ur fouzhti hag é rediañ an doucherien da zastum an arc'hant da viret ar benveg-seniñ el lec'h ma oa. Diwezhatoc'h, ur strollad eus tost hanter-kant toucher armet a vodas e Delano, o prientiñ mont dober un droiad boesonerezh diroll e Wichita en tu all d'ar stêr. Ar bolis ha keodedourien Wichita en em vodas evit enebiñ ouzh ar gowboyed. Earp a chomas e-kreiz linenn an difennerien, war ar pont etre Delano ha Wichita, ha derc'hel a reas penn ouzh ar bagad gwazed armet, en ur gaozeal oute. A-benn ar fin ez eas kuit ar gowboyed. Dalc'het e oa bet ar peoc'h hep tennañ un tenn hag hep lazhañ den ebet.

Bloavezhioù goude e skivas Cairns diwar-benn Earp: "Wyatt Earp a oa un ofiser dispar. Kalonek e oa ha war a seblant ne'n doa aon rak netra. Doujañs o doa an holl paotred-saout evitañ ha seblantout a raent anavezout e zreistelezh hag e aotrouniezh ."

E diwezh 1875, kazetenn kêr ( Beacon Wichita) a lenned warni :

"dimerc'her (an 8 a viz Kerzu), ar poliser Earp en deus kavet un estrañjour en e c'hourvez e-kichen ar pont badaouet gant ar boeson. Kaset en deus anezhañ d'ar 'bidouf' ha pa oa o furchal e c'hodelloù e kavas war-dro 500 $ en e gerz. Kaset e oa antronoz dirak e enor, ar barner polis, paeañ a reas e dell-gastiz evit e damm fest ken plaen ha tra hag eñ kuit, laouen an tamm outañ. Peadra en deus da laouenaat da vezañ deuet evit e aferioù, tra ma oa mezv, en ul lec'h ken dudius ha Wichita rak n'eus ken un nebeud lec'hioù all e lec'h ma vije bet klevet komz en-dro eus ur bilhed 500 $. Biskoazh den n'en deus lakaet diskred war lealded hor polis en un doare sirius."

Notennoù[kemmañ]

  1. Rootsweb
  2. city marshal

Levrlennadur[kemmañ]

  • Fattig, Timothy W., Wyatt Earp: The Biography, Talei Publishers, 2005, ISBN 0963177281.
  • Barra, Allen, Inventing Wyatt Earp: His Life and Many Legends, New York, Carroll & Graf Publishers, 1998, ISBN 0-7867-0685-6. Barra takes a look at the Earp legend and its place in American mythology, fiction, and film.
  • Earp, Josephine Sarah Marcus, I Married Wyatt Earp: The Recollections of Josephine Sarah Marcus Earp, University of Arizona Pr, 1976, ISBN 0-8165-0583-7.
  • Gatto, Steve, The Real Wyatt Earp: A Documentary Biography, Silver City, High-Lonesome Books, 2000, ISBN 0-944383-50-5
  • Marks, Paula Mitchell, And Die in the West: the story of the O.K. Corral gunfight, New York, , Morrow , 1989, ISBN 0-671-70614-4.
  • Reidhead, SJ, Travesty: Frank Waters Earp Agenda Exposed, Roswell, NM, Jinglebob Press & Wyatt Earp Books, 2005, ISBN 1-892508-13-3.
  • Tefertiller, Casey, Wyatt Earp: The Life Behind the Legend, New York, , John Wiley & Sons, 1997, ISBN 0-471-18967-7
  • Turner, Alford E., The OK Corral Inquest, College Station, Texas, Creative Publishing company, 1981, ISBN 0-932702-16-3.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.