Wladimir Köppen

Eus Wikipedia
Wladimir Köppen

Wladimir Peter Köppen a oa meteorologour, hinour ha louzaouour a orin alaman. Ganet e voe e Sant-Petersbourg d'ar 25 a viz Gwengolo 1846, ha marvet eo e Graz, Aostria, d'an 22 a viz Mezheven 1940. Aozet en deus reizhad klasadur Köppen, hag a vez implijet en deiz a hiziv c'hoazh, met gant un nebeud kemmoù. Er c'hlasadur-mañ emañ renket mat a bep seurt hinoù hervez o heñvelederioù.

Kroget eo Köppen da studiañ spis an hin hag implijout a ra evit se pellennoù-aer a-benn kaout titouroù war an aer en uhelder. E 1884 eo, ec'h embannas e gantenn gentañ war an tachennoù hin e-lec'h ma vez gwelet an hedoù etre an temperadurioù hervez ar c'houlz-bloaz. Diwar se eo e savas reizhad klasadur Köppen war-dro ar bloavezh 1900, hag a-hed e vuhez e klasko en gwellaat. Ar stumm klok eus ar reizhad a voe embannet evit ar wech kentañ e 1918, ha goude meur a gemm, e 1936 en e stumm peurechu.

Ouzhpenn se e voe dedennet hemañ gant studi an henhinouriezh. E 1924, ec'h embannas gant e vab-kaer Alfred Wegener ur pennad anvet Die Klimate der Geologischen Vorzeit (Hinoù an amzer-dremenet geologel), ar pezh a skoazellas da-vat tezenn Milutin Milanković war ar prantadoù skorn bet.

Betek fin e vuhez e kenlabouras hemañ gant an hinoniour alaman Rudolph Geiger a-benn sevel un dorn-levr hinouriezh e pemp levrenn (Handbuch der Klimatologie), na voe echuet biskoazh daoust ma voe embannet teir lodenn savet gant Köppen. Goude e varv e kendalc'has Geiger da beurwellaat e reizhad klasadur an hinoù.