Winog

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sant Winog

Winog a oa ur sant brezhon, ganet etre 640 et 650, ha marvet d'ar 6 a viz Du 716, pe 717, e Flandrez. D'ar 6 a viz Du, dres, e vez goueliet ar sant.

Taolenn

[kemmañ] Gerdarzh

Winog (pe Winoc, Winok, hep ankouaat ar stummoù kozh Uinnnoc ha Uinoc), a zo un anv brezhonek kozh,

Savet eo an anv diwar ar wrizienn Uinn, a zo gwenn e brezhoneg hon amzer, ha gwyn e kembraeg. Gwennog pe Gwenneg e vije er yezh a vremañ. Anv meur a zen eo bet evit-doare.

[kemmañ] Istor pe vojenn

Tourioù Abati katolik Sant Winog e Sint-Winoksbergen

Hervez ar vojenn e oa niz, pe mab, pe breur, da Yezekael, roue Domnonea. Gant tri c'hile dezhañ, e eontr Judog (pe e vreur?) , Madog, hag Arnog, e oa aet da-gaout Bertin, a oa diskibl da sant Kolomban, du-hont e hanternoz Bro ar Franked.

Savet e voe gantañ abati Sint-Winoksbergen, anv flandrezek al lec'h a zo Bergues bremañ er Republik C'hall.

E 685, war c'houlenn sant Omer, e savas un abati all e Wormhout hag eno e voe beziet.

[kemmañ] War-lerc'h e varv

E 1024, distrujet abati Wormhout gant an Normaned, e voe savet un abati nevez gant Baudouin IV e Sint-Winoksbergen. Degaset e voe di relegoù ar sant a oa repuet ur pennad en iliz Saint-Omer.

Da vare an Dispac'h gall e voe distrujet an abati hogozik penn-da-benn; miret e voe an tourioù.

[kemmañ] Lec'hanvadurezh

[kemmañ] Ar sant e Breizh

[kemmañ] Ar sant e Kernev-Veur

[kemmañ] Ar sant e Kembre

E Kembre e kaver

  • ar sent Gwynnog ha Winoch;
  • an anv-lec'h Llanwnog.

N'eo ket sur e vije ar memes den evel sant Breizh avat.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv
Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all