Winnipeg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Winnipeg eo kêr-benn proviñs Manitoba, e Kanada. C’hwec’hvet kêr vrasañ Kanada eo, hag an hini vrasañ eus kreiz ar vro. Annezet eo gant 632.837 a dud (2006). Emañ kêr Winnipeg e kember ar stêrioù Red River (Rivière Rouge) hag Assiniboine, nepell diouzh al lenn Winnipeg. Rust e vez an amzer eno (war-dro -19 °C well-wazh e miz Genver, ha 19,7 °C e miz Gouere) hag unan eus kêrioù bras yenañ ar bed eo.

Gwel eus karter The Forks, e kember an div stêr

An anv[kemmañ]

Dont a ra anv kêr Winnipeg eus an anv-lec'h kreek ᐄᐧᓂᐯᐠ, wînipêk, a dalvez kement ha « dour du », « dour lous ».

Tud brudet[kemmañ]