William DuVall

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
William DuVall
William DuVall - Alice in Chains - Roskilde Festival 2010.jpg
Ganet 6 a viz Gwengolo 1967
Atlanta, Georgia, Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Micher(ioù) Soner,
Saver kanaouennoù
Doare(où) Heavy metal
Alternative metal
Grunge
Hardcore punk
Benveg(binviji) Kan,
Gitar
Bloavezhioù oberiant Abaoe 1983
Lec'hienn ofisiel comeswiththefall.com

Endro Alice in Chains,
Comes with the Fall,
Bl'ast,
Neon Christ,
Awareness Void of Chaos,
No Walls,
MadFly

William DuVall, ganet d’ar 6 a viz Gwengolo 1967 en Atlanta (Georgia) a zo kaner, gitarour ha sonaozour er strollad Comes With The Fall hag er mare-se emañ o troiata gant ar strollad Alice in Chains.

Krog a reas ar sonerezh e penn-kentañ ar mare punk e Atlanta er bloavezhioù 1980, ha da gentañ gant ur strollad añvet Awareness Void of Chaos.

E 1983 e sikouras DuVall ar strollad punk Neon Christ o seniñ gitar hag o skrivañ pozioù war o fladennoù. Gant daou troiadig ha div bladenn e krogas ar strollad, hentet war ar politikerezh, d’ober un tammig berzh. Implij a reas ar strollad e vrud da harpañ arbennoù aluzennus liesseurt, evel da skouer dieubidigezh Fela Anikulapo Kuti. En em rann a reas ar strollad e 1986, hag en em adsevel a rejont evit un abadenn nemetken gant an izili a orin d’ar 24 a viz Kerzu 2004. Er mare-se emañ an izili o treiñ ur film-diell war o c’hlevet. E fin ar bloavezhioù 80 e embarzhas DuVall ar strollad "No Walls", levezonet gant Jimi Hendrix. Enroll a rejont ur bladenn.

E fin ar bloavezhioù 1980 e tistro ivez er skol-veur e-lec’h e tap un diplom e prederouriezh.

E 1994 e skoazellas e c’hamalad Dionne Farris da skrivañ ar ganaouenn "I Know"; ar ganaouenn-mañ a gaso Farris da c’hounez un anvidigezh evit ar Grammy hag un ASCAP award.

E fin ar bloavezhioù 1990 e savas DuVall ar strollad Madfly. Eno e voe gitarour, kaner ha sonaozour. Kas a rejont a-benn daou bladenn, "Get the Silver" ha "White Hot In The Black", enrollet war label Duvall, DVL Recordings, hag amledet er vro gant Mercury Records/PolyGram. Madfly a reas ur berzh kenwerzhel, met divizout a rejont izili ar strollad ne oa ket ar pezh gwellañ evit ar strollad, ha disrann a rejont da sevel Comes With The Fall, gant un izgitarour nevez, Adam Stanger. Diwezhatoc’h e tilojas an izili eus Atlanta da Los Angeles a-benn tapout arvesterien nevez.

Gitarour solo eo bet Du Vall evit Michael Tolcher pa troiatas-eñ er Stadoù-Unanet nebeut ‘zo.

Dont a reas DuVall da vignonañ gant ar gitarour Jerry Cantrell e 2000. Seniñ a reas gantañ e troiadoù hag e abadennoù liesseurt, e-lec’h en em adkave gant strollad Cantrell, Alice in Chains. Eno ez eo e kemeras DuVall plas ar c’haner Layne Staley, marvet gant ur rezoenad a heroin hag a c’hokain e miz Ebrel 2002. Abaoe emañ bepred o troiata ganto.