Will Self

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Will Self (26 a viz Gwengolo 1961) a zo ur skrivagner hag ur c'hazetenner saoz. Skoliataet eo bet e University College School, Christ's College Finchley hag e Exeter College, e Oxford. Dimezet eo gant ar gazetennerez Deborah Orr. E Stockwell (Londrez) e vez o chom. Labouret en deus evit The Observer, The Independent, Prospect ha New Statesman. Brudet mat e oa Will Self evel kazetenner, met treiñ a reas an traoù da fall e 1997. D'ar mare-se e oa o labourat evit The Observer, hag e heulie kabal John Major. Will Self a brofitas eus karr-nij Major evit kemer heroin. Reuz-bras a savas ha skarzhet e voe diouzh The Observer.

Will Self

E skridoù[kemmañ]

Ur skrivagner danevelloù moliac'h, enno fent du eo. Diazezet eo lod brasañ e skridoù e bedoù kenstur gant hon hini. Tem an drammoù ha hini ar reizhelezh a vez kavet stank en e oberennoù. Renket e vez e oberennoù el luskad anvet diarbenn sokial, hag e vezont keñveriet gant re Salman Rushdie, Doris Lessing, ha re Martin Amis evit a sell ouzh ar re vodern, hag ivez gant skridoù Franz Kafka, Jonathan Swift, Lewis Carroll, J.G. Ballard pe c'hoazh William S. Burroughs.


E oberenn[kemmañ]

Romantoù ha danevelloù[kemmañ]

  • The Quantity Theory of Insanity (1991)
  • Cock and Bull (1992)
  • My Idea of Fun (1993)
  • Grey Area (1994)
  • The Sweet Smell of Psychosis (1996)
  • The Great Apes (1997)
  • Tough, Tough Toys for Tough, Tough Boys (1998)
  • How the Dead Live (2000)
  • Dorian, an Imitation (2002)
  • Dr. Mukti and Other Tales of Woe (2004)
  • The Book of Dave (2006)

Dastumadegoù pennadoù kazetennerezh[kemmañ]

  • Junk Mail (1996)
  • Sore Sites (2000)
  • Feeding Frenzy (2001)

Prizioù[kemmañ]

  • 1998: Priz Aga Khan evit "Tough Tough Toys for Tough Tough Boys"
  • 1991: Priz Geoffrey Faber Memorial evit "The Quantity Theory of Insanity"

Liammoù diavaez[kemmañ]