Wilhelmine von Grävenitz

Eus Wikipedia
Wilhelmine von Grävenitz,
poltredet e 1721

Wilhelmine von Grävenitz (1684-1744) a oa un itron alaman a wad uhel ha serc'h da Eberhard Ludwig, Dug Württemberg (16761733) etre 1706 ha 1731.

E 1707 e voe an dimeziñ morganatek, goude ma oa da Eberhard un ober a zivwregiezh rak dimezet e oa ar paotr "nevez" gant Johanna Elisabeth von Baden-Durlach abaoe 1697[1].
Adal 1710 e vevas ar c'houblad nevez e Ludwigsburg, pa oa ar wreg all o chom e Stuttgart.

Wilhelmine von Grävenitz a emellas er politikerezh hag adal 1717 betek 1731 e kemeras perzh e kuzulva kuzh ar gouarnamant a rene dugelezh Württemberg.

E 1731 e fellas da Eberhard terriñ o darempred. Bloaz goude e roas dezhi ul leve ha kuit ez eas-hi eus Württemberg. Daou vloaz goude, e 1733, e varvas an dug.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Paul Sauer, Musen, Machtspiel und Mätressen — Eberhard Ludwig, württembergischer Herzog und Gründer Ludwigsburgs, Silberburg-Verlag, Tübingen, 2008, 279 fajenn, ISBN 978-3-87407-798-9 (de)