Wilhelmine Prusia (1751–1820)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur pennad Wilhelmine von Preußen zo ivez.


Friederike Sophie Wilhelmine von Preußen poltredet gant Johann Friedrich August Tischbein (1789)
Poltred Friederike Sophie Wilhelmine von Preußen, gant Johann Georg Ziesenis, 1768/69


Friederike Sophie Wilhelmine Prusia, pe Friederike Sophie Wilhelmine von Preußen hervez he gwir anv, ganet e 1751 en Berlin hag aet da anaon e 1820 e kastell Het Loo, en Apeldoorn en Izelvroioù, a oa ur briñsez alaman, eus Rouantelezh Prusia, deuet da vout Erbstatthalterin an Izelvroioù dre zimeziñ. Ur vaouez a benn hag a galon e oa.

He buhez[kemmañ]

Merc'h e oa da August Wilhelm von Preußen , breur da Frederig II Prusia, ha d'e bried Luise von Braunschweig-Wolfenbüttel. Nizez eta e oa d'ar roue Frederig II.

Dimeziñ a reas e 1767 e Berlin d'ar penn-stad Willem V Oranje-Nassau, diwezhañ stathouder Republik an Izelvroioù. Hi an hini a oa e penn an emsav enepdispac'hel er vro.

Pa oa krog an Dispac'h en Izelvroioù e kasas Willem e lez eus Den Haag, ar gêr-benn, da broviñs Gelderland. Hi avat a glaskas distreiñ, ha harzet e voe e dibenn Mezheven e Goejanverwellesluis, ha kaset e voe d'he fried en-dro da Nijmegen . Abaoe bloaz edo he breur o ren e Prusia, ha fellout a reas dezhañ kastizañ an dichekadenn graet d'e c'hoar. Aloubiñ a reas ar Proviñsoù-Unanet e miz Gwengolo 1787. Kalz eus an emsavidi a rankas tec'hel da Vro-C'hall, Willem a adkemeras ar galloud, hogen en em zerc'hel a rae evel ur priñsig dindan veli Prusia.


En 1790, setu Wilhelmine ha Willem V o timeziñ o merc'h Frédérique da briñs pennhêr Braunschweig, ur skoazeller feal da rouaned Prusia ha Bro-Saoz, pa oa bet e dad pennskriver Manifesto Braunschweig. En 1791 e voe dimezet o mab henañ d'ur geniterv prusian, anvet evel he mamm-gaer : Wilhelmine von Preußen (1774–1837) .


En 1795 avat e teuas ar batrioted en-dro gant skoazell Bro-C'hall, ma rankas Willem mont da glask repu da Vro-Saoz da di e genderv George III. Bevañ a reas an daou bried e Kew, met mont a raent ivez da ober chomadennoù da Nassau pe Braunschweig, hag eno e varvas Willem.