Wikipedia e brezhoneg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Wikipedia brezhonek)
Wikipedia e brezhoneg
Wikipedia language edition
Deiziad krouiñ2004 Kemmañ
Anv ofisielWikipedia e brezhoneg Kemmañ
Perc'hennet gantWikimedia Foundation Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvbrezhoneg Kemmañ
OberataerWikimedia Foundation Kemmañ
Produholloueziadur enlinenn Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://br.wikipedia.org/ Kemmañ
Aotre-implijoutCreative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 Unported, GNU Free Documentation License Kemmañ
Statud ar gwirioù-oberourcopyrighted Kemmañ
API endpoint URLhttps://br.wikipedia.org/w/api.php Kemmañ
Kod yezh Wikimediabr Kemmañ

Wikipedia e brezhoneg, pe ar wikipedia brezhonek, zo bet krouet e miz Mezheven 2004 e peurunvan.

D'an 22 a viz Ebrel 2024 e oa 86 233 pennad boulc'het ennañ ha 78 913 implijer enrollet.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Even 2004 e voe krouet stumm brezhonek ar Wikipedia gant ar Saoz Robert Neal Baxter, a oa kelenner e Skol-veur Vigo e Galiza. Sioul e oa kroget an traoù gant un dek pennad bennak. Er bloaz 2005 e krogas an traoù da vat. Lod eus skrivagnerien ar wikipedia brezhoneg, evel Fulup Jakez, a laboure en Ofis ar brezhoneg.

Tabut zo bet, met dibabet eo bet ar skritur peurunvan evit aesaat al lenn hag ar skrivañ d'an nevezvrezhonegerien desket ganto ar yezh er skol.

E 2005, al lec'hienn a voe bouetaet gant 4 pe 5 den reoliek nemetken. Bet ez eus bet eskemmoù war an doare da dreiñ ar ger-mañ-ger. Goude tabut ha mouezhiadeg ez eo bet diuzer ar ger holloueziadur e miz Meurzh 2006, o erlec'hiañ ar ger kelc’hgeriadur, diwar an abeg e vez hemañ diwezhañ re ziaes da zistagañ ha re dost ouzh ar ger geriadur. Nachet e voe an droienn añsiklopedi, rak re dost diouzh ar galleg.

An eskemmoù etre izili a veze graet war ar bajenn "Ti-chopin", bet adanvet An Davarn abaoe.

Korpuz brasañ an testennoù e brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an enklaskerez war yezhoniezh, Mélanie Jouitteau, ez eus un diouer bras a destennoù brezhonek a c'heller implij evit an enklask skolveuriek a ren-hi e Skol-veur Pariz-Nanterre ken eo ar wikipedia brezhonek unan (hag ar brasañ) eus ar mammennoù brezhoneg frank a wirioù, hag e vezont rouez a-walc'h, evit bouetañ reizhiadoù an naouegezh alvezel. Asambles gant ar c'horpuzoù all, e n'eus forzh peseurt brezhoneg e ve, e servijint da virout un dazont evit ar yezh.

Er media[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ingale e vez meneget ar wikipedia brezhonek e lod media.

2016

En ur pennad embannet gant Ouest-France d'an 29 a viz Eost 2016 e oa lakaet ar gaoz diwar-benn ur strollad Wikipedourien a oa boas d'en em vodañ e ostaleri Les Mille Potes e Roazhon evit labourat. Pa voe nav den war al luc'hskeudenn e voe dispaket anvioù Nicolas ha Pierre-Yves o skrivañ er Wikipedia brezhonek, 60 000 daveenn ennañ er mare-se.

Pierre-Yves a gemeras skouer pennadoù diwar-benn ar c'hoarierien echedoù a zo bras o astenn. Resisaat a reas ivez : « E kêrioù zo, n'eus ket kalz a emgavioù etre ar Wikipedourien. Un afer a bersonelezhioù pe stagidigezh ouzh ar rannvro moarvat ». "Digavailh ar C'hornôg"[1] e oa anv ar strollad[2].

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) La Non-Cabale de l'Ouest.
  2. Marie Desrumaux : Ils écrivent pour le site du Wikipedia en BretagneOuest-France, 29/08/2016. Kavet : 24 Ebr 24.